Niveroù 8:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
7 Evel-henn e ri dezho evit o glanaat: gra warno sparfadur an dour-dic'haouiñ, hag e raint d'an aotenn tremen war o c'horf, e walc'hint o dilhad hag en em c'hlanaint.
evel-se e sparfo kalz a vroadoù, hag ar rouaned a serro o genoù dirazañ, rak gwelout a raint ar pezh n'eo ket bet disklêriet dezho, hag e teskint ar pezh n'eo ket bet roet da glevout dezho.
An hini a azezo war un dra ma’z eo bet azezet warnañ an hini en deus ar berad, a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.
Piv bennak en devo stoket ouzh ar c'horf marv eus un den bennak marvet, ha ne vo ket en em c'hlanaet, a saotro tabernakl an AOTROU. An den-se a vo lamet eus Israel. Pa ne vo ket bet skuilhet warnañ an dour a zisparti, dic'hlan e vo, e zic'hlanded a vo c'hoazh warnañ.
Al Levited en em c'hlanaas hag a walc'has o dilhad; Aaron a lakaas anezho da dreiñ tu-pe-du evel ur prof dirak an AOTROU, hag e reas dic'haou evito Aaron, evit o glanaat.
Hag ar skeudenn a gement-se, ar vadeziant, nann an hini a lam kuit saotroù ar c’horf met ar c’hoant start eus ur goustiañs vat dirak Doue, a zeu d’hor saveteiñ bremañ dre adsavidigezh Jezuz-Krist a varv.
Me a lavaras dezhañ: Aotrou, te a oar. Hag e lavaras din: Bez’ int ar re a zo deuet eus an trubuilh bras, gwalc’het o deus o saeoù ha gwennet anezho e gwad an Oan.