Niveroù 8:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
12 Al Levited a lakaio o daouarn war benn ar c'holeoù, hag e kinnigi unan evel aberzh-dic'haouiñ hag egile evel loskaberzh, evit ober dic'haou evit al Levited.
Aaron a ginnigo e gole evit an aberzh-dic’haouiñ a vo evitañ, hag e raio an dic’haou evitañ hag evit e diegezh. Lazhañ a raio e gole evit an aberzh-dic’haouiñ a vo evitañ.
Aaron a lakaio e zaouarn war benn ar bouc’h bev hag ec’h anzavo warnañ holl zireizhderioù mibien Israel hag o disentidigezh en o holl bec’hedoù; o lakaat a raio war benn ar bouc’h hag en kaso kuit el lec’h distro gant sikour un den evit-se.
Ober a raio evit ar c’hole-mañ evel ma vez graet evit ar c’hole-dic’haouiñ; ober a raio er memes doare. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou evito, hag e vo pardonet dezho.
An aberzhour a lamo an holl lard evel ma vez lamet lard an oan en aberzh a drugarekadennoù, hag en lakaio da vogediñ war an aoter evel er prof graet dre an tan dirak an AOTROU. Evel-se an aberzhour a raio evit an den-mañ an dic’haou eus ar pec’hed en deus graet, hag e vo pardonet dezhañ.
Ma ne c’hell ket pourchas un oan pe ur c’havr, e kinnigo d’an AOTROU evel aberzh a gablusted evit ar pezh en devo graet div durzhunell pe div goulm yaouank, unan evel aberzh-dic’haouiñ hag eben evel loskaberzh.
Moizez en lazhas, a gemeras ar gwad, en lakaas gant e viz war gerniel an aoter hag en-dro dezhi, a c’hlanas an aoter, a skuilhas ar gwad ouzh troad an aoter, hag a santelaas anezhi evit ober dic’haou warni.
Moizez a lavaras da Aaron: Tosta ouzh an aoter, kinnig da aberzh-dic’haouiñ ha da loskaberzh, gra dic’haou evidout hag evit ar bobl, kinnig prof ar bobl ha gra dic’haou evito, evel m’en deus gourc’hemennet an AOTROU.
e kinnigo e brof d'an AOTROU, un oan disi eus ur bloaz evit al loskaberzh, un dañvadez disi eus ur bloaz evit an aberzh-dic'haouiñ, un tourz disi evit an aberzh a drugarekadennoù,