Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Niveroù 8:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Aaron a lakaio al Levited da dreiñ tu-pe-du dirak an AOTROU evel ur prof a-berzh mibien Israel, evit ma raint servij an AOTROU.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Niveroù 8:11
9 Iomraidhean Croise  

Hag e lakai an holl draoù-se war balvoù daouarn Aaron ha war balvoù daouarn e vibien, hag e heji anezho evel ur prof dirak an AOTROU .


E zaouarn a zegaso ar prof graet dre an tan d’an AOTROU, degas a raio al lard gant ar bruched, evit hejañ ar bruched evel ur prof dirak an AOTROU.


rak ar bruched hejet hag ar skoaz savet a gemerin diwar aberzhoù a drugarekadennoù mibien Israel, hag e roin anezho d’an aberzhour Aaron ha d’e vibien hervez ur reolenn beurbadus a-berzh mibien Israel.


Lakaat a reas an holl e daouarn Aaron hag e daouarn e vibien, hag e hejas anezho evel ur prof dirak an AOTROU.


Moizez a gemeras ar bruched hag a hejas anezhañ evel ur prof dirak an AOTROU; diouzh an tourz a c’houestladur e voe lodenn Voizez, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.


An aberzhour a hejo anezho evel ur prof dirak an AOTROU, un dra santel hag a zo d'an aberzhour, gant ar bruched hejet hag ar skoaz kinniget evel prof savet. Neuze e c'hello an Nazeread evañ gwin.


En amzer-se an AOTROU a zispartias meuriad Levi evit dougen arc'h emglev an AOTROU, evit en em zerc'hel dirak an AOTROU, evit e servijañ hag evit bennigañ en e anv, betek hiziv.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan