10 Lakaat a ri al Levited da dostaat dirak an AOTROU, ha mibien Israel a lakaio o daouarn war al Levited.
Lakaat a raio e zorn war benn al loskaberzh, a vo degemeret evit ober dic’haou.
Henaourien Israel a lakaio o dornioù war benn ar c’hole dirak an AOTROU, hag e vo lazhet ar c’hole dirak an AOTROU.
Kemer al Levited e-lec'h an holl re gentañ-ganet eus mibien Israel, ha loened al Levited e-lec'h o loened; al Levited a vo din. Me eo an AOTROU.
Degas a rejont anezho dirak an ebestel, hag ar re-mañ a bedas hag a lakaas o daouarn warno.
Na zilez ket an donezon a zo ennout hag a zo bet roet dit dre brofediezh gant lakadur-daouarn kuzul an henaourien.
Na laka da zaouarn war den re vuan ha na gemer ket lod e pec’hedoù ar re all. En em vir glan da-unan.