Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Niveroù 7:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 E brof a voe: ur plad arc'hant a boueze kant ha tregont sikl, ul lestr arc'hant a zek sikl ha tri-ugent, hervez sikl ar santual, o-daou leun a flour bleud mezet gant eoul, evit an donezon,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Niveroù 7:13
23 Iomraidhean Croise  

an dek sichenn hag an dek kirin war ar sichennoù,


ar podoù, ar palioù, ar fourchetezioù, an hanafoù. Hiram a reas an holl listri-se d'ar roue Salomon, evit ti an AOTROU, en arem lufret.


Hag e pouezis dezho an arc'hant, an aour hag al listri, a oa ar prof roet da di hon Doue gant ar roue, e guzulierien, e briñsed hag an holl re eus Israel en em gave eno.


Ober a ri he fladoù, he zasoù, he listri hag hec'h hanafoù evit an evajoù-kinnig. O ober a ri gant aour glan.


Kement a dremeno dre an niveradeg a roio un hanter sikl, hervez sikl ar santual; ur sikl a dalvez ugent gera (1 gera   0,5 g). Un hanter sikl a vo ar brofadenn d'an AOTROU .


Ober a reas an traoù a dlee bezañ war an daol, he fladoù, he zasoù, he listri hag hec'h hanafoù evit an evajoù-kinnig. O ober a reas gant aour glan.


Penn ar warded a gasas ivez gantañ ar c'hirinoù, an ezañsoueroù, an hanafoù, ar c'haoterioù, ar c'hantolorioù, al loaioù, ar c'hiboù, ar pezh a oa en aour hag ar pezh a oa en arc'hant.


Belshazar, o vezañ tañvaet ar gwin, a c'hourc'hemennas degas al listri aour hag arc'hant en doa lamet Nebukadnezar e dad diouzh templ Jeruzalem, evit ma evfe enno ar roue, e re vras, e wragez hag e serc'hed.


Pa raio unan bennak d’an AOTROU ur prof e donezon, e brof a vo flour bleud; skuilhañ a raio warnañ eoul hag e lakaio warnañ ezañs.


Da holl brizadurioù a vo hervez sikl ar santual; ur sikl a dalvez ugent gera (1 gera   0,5 g).


Ma ec’h eus da brizañ un den adalek ugent vloaz betek tri-ugent vloaz, da brizadur a vo hanter-kant sikl arc’hant, diouzh sikl ar santual,


En deiz-se e vo skrivet war gleier ar c'hezeg: SANTELEZH D'AN AOTROU. Ha kaoterioù ti an AOTROU a vo evel an hanafoù dirak an aoter.


an hini a ginnigo e brof d'an AOTROU, a ginnigo un donezon eus un dekvedenn flour bleud mezet gant ur c'hard hin eoul,


gant un dekvedenn efa (1/10 efa   3 l) flour bleud evel donezon, mezet gant ur c'hard hin eoul friket.


ouzhpenn loskaberzh ar miz gant e zonezon, al loskaberzh peurbadus gant e zonezon, hag o evadkinnigoù, hervez ar reolennoù. Bez' e vint ur c'hwezh dudius, profoù graet dre an tan d'an AOTROU.


e kemeri pemp sikl dre benn; o c'hemer a ri hervez sikl ar santual; ur sikl a dalvez ugent gera (1 gera   0,5 g).


An hini a ginnigas e brof d'an deiz kentañ a voe Nahashon mab Aminadab, eus meuriad Juda.


un hanaf aour a zek sikl, leun a c'hwezh-vat,


a brofas: ur plad arc'hant a boueze kant ha tregont sikl, ul lestr arc'hant a zek sikl ha tri-ugent, hervez sikl ar santual, o-daou leun a flour bleud mezet gant eoul, evit an donezon,


E benn a voe degaset war ur plad ha roet d’ar plac’h yaouank, hag ar plac’h yaouank e roas d’he mamm.


Aliet gant he mamm, e lavaras: Ro din amañ, war ur plad, penn Yann-Vadezour.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan