11 An AOTROU a lavaras da Voizez: Ra zeuio d'ober e brof ur priñs dre zevezh evit dedi an aoter.
Ar briñsed a reas o frof evit dedi an aoter e deiz ma voe olevet; ar briñsed a ginnigas o frof dirak an aoter.
An hini a ginnigas e brof d'an deiz kentañ a voe Nahashon mab Aminadab, eus meuriad Juda.
rak Doue n’emañ ket un Doue a vesk met a beoc’h, evel en holl Ilizoù ar sent.
Ha ra vo graet pep tra en un doare dereat ha gant urzh.
Rak mar d-on ezvezant a gorf, ez on koulskoude ganeoc’h er spered, leun a levenez o welout an urzh vat en ho touez ha started ho feiz e Krist.