Ha Salomon a ginnigas un aberzh a drugarekadennoù a brofas d'an AOTROU, daou vil ejen warn-ugent ha kant ugent mil dañvad. Evel-se ar roue hag holl vibien Israel a reas dedi ti an AOTROU.
Pa voe dedi moger Jeruzalem, e voe kaset da gerc'hat al Levited eus o holl lec'hioù evit o degas da Jeruzalem, evit ober an dedi gant levenez, trugarekadennoù ha kanaouennoù, gant simbalennoù, ludoù ha telennoù.
Kinniget e voe en deiz-se aberzhoù bras, hag e voent laouenaet, rak Doue a laouenaas anezho gant ul levenez bras. Ar maouezed hag ar vugale a voe laouenaet ivez, ha levenez Jeruzalem a voe klevet a-bell.
D'an deiz m'en doe echuet Moizez da sevel an tabernakl, ec'h olevas hag e santelaas anezhañ gant e holl draoù, hag ec'h olevas hag e santelaas an aoter gant hec'h holl draoù.
Setu aze ar pezh a zo bet digant priñsed Israel evit dedi an aoter e deiz ma voe olevet. Daouzek plad arc'hant, daouzek lestr arc'hant, daouzek hanaf aour,
An holl loened evit an aberzh a drugarekadennoù a oa: pevar ejen warn-ugent, tri-ugent tourz, tri-ugent bouc'h, tri-ugent oan eus ur bloaz. Setu ar pezh a zo bet evit dedi an aoter goude ma voe olevet.
An ofiserien a gomzo ouzh ar bobl o lavarout: Piv en deus savet un ti nevez ha n'en deus ket digoret anezhañ? Ra yelo kuit ha ma tistroio d'e di, gant aon na varvfe er brezel ha na zigorfe unan all anezhañ.