Niveroù 6:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
9 Mar deu unan bennak da vervel a-daol-trumm en e gichen ha da saotrañ penn e engouestl, e touzo e benn da zeiz e c'hlanidigezh, e touzo anezhañ d'ar seizhvet deiz.
An hini en em c’hlana a ganno e zilhad, a douzo e vlev, en em walc’ho en dour, hag e vo glan. Goude ez aio er c’hamp met e chomo e-pad seizh devezh er-maez eus e deltenn.
D’ar seizhvet deiz e touzo holl vlev e benn, e varv hag e abrantoù, touzañ a raio e holl vlev, kannañ a raio e zilhad, gwalc’hiñ a raio e gorf en dour, hag e vo glan.
An Nazeread a douzo, ouzh digor teltenn an engalv, penn e engouestl, hag e kemero blev penn e engouestl hag o lakaio war an tan a zo dindan an aberzh a drugarekadennoù.
Paol, goude bezañ c’hoazh chomet e Korint pell a-walc’h, a gimiadas diouzh ar vreudeur hag a yeas dre vor war-zu Siria gant Prisilha hag Akilaz. E Kenkre e lakaas e vlev da vezañ troc’het rak graet en doa ur gouestl.