Ned aint ket etrezek un den marv, en aon da vezañ saotret, met e c'hellint en em saotrañ evit un tad, ur vamm, ur mab, ur verc'h, ur breur, ur c'hoar n'he devo bet pried ebet.
Bez' e voe tud na c'hellent ket ober ar Pask en deiz-se, o vezañ dic'hlan abalamour d'un den marv. Dont a rejont da gavout Moizez hag Aaron en deiz-se,