Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Niveroù 6:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Komz da vibien Israel ha lavar: Pa vo ur paotr pe ur wreg en em lakaet a-du d'ober ur gouestl a Nazeread evit en em ouestlañ d'an AOTROU,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Niveroù 6:2
21 Iomraidhean Croise  

Penaos e vo anavezet em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, me ha da bobl? Ha ne vo ket pa gerzhi ganeomp? Neuze, me ha da bobl a vo disheñvelaet diouzh an holl bobloù a zo war-c'horre an douar.


An hini a chom en e gorn a heuilh e dech, en em galeta a-enep pep skiant.


Hag e lavarjont: Ne evimp ket a win, rak Jonadab mab Rekab, hon tad, en deus roet deomp un urzh o lavarout: Ne evot ket a win, na c'hwi nag ho mibien, biken,


Santel e viot evidon rak me a zo santel, me, an AOTROU, hag em eus disrannet ac’hanoc’h diouzh ar pobloù evit ma viot din.


Komz da vibien Israel ha lavar: Pa en devo graet un den ur gouestl, ar pezh a zo un dra vras, mar d-eo tud, e vint evit an AOTROU hervez da brizadur.


Pa en devo graet un den ur gouestl d'an AOTROU, pe en devo dre le lakaet un ere war e ene, ne dorro ket e gomz, ober a raio hervez ar pezh en devo lavaret e c'henoù.


An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:


rak bras e vo dirak an Aotrou. N’evo na gwin nag evaj kreñv ebet, ha leuniet e vo eus ar Spered-Santel adalek kof e vamm.


Paol, goude bezañ c’hoazh chomet e Korint pell a-walc’h, a gimiadas diouzh ar vreudeur hag a yeas dre vor war-zu Siria gant Prisilha hag Akilaz. E Kenkre e lakaas e vlev da vezañ troc’het rak graet en doa ur gouestl.


Paol, servijer Jezuz-Krist, galvet da vezañ abostol, lakaet a-du evit Aviel Doue


Peseurt unvaniezh a zo etre templ Doue hag an idoloù? Rak c’hwi eo templ an Doue bev, evel m’en deus Doue lavaret: Chom a rin enno, hag e kerzhin en o zouez, me a vo o Doue hag int a vo va fobl.


Met pa’z eo bet plijet gant Doue, en doa va dibabet adalek kof va mamm hag en deus va galvet dre e c’hras,


n’en deus ket ezhomm, evel ar veleien-veur, da ginnig bemdez aberzhoù, da gentañ evit e bec’hedoù e-unan, ha goude evit re ar bobl, rak graet en deus kement-se ur wech oc’h en em ginnig e-unan.


ne zebro netra a zeu eus ar gwini, ne evo na gwin na evaj kreñv, ne zebro netra dic'hlan; ra viro kement am eus gourc'hemennet dezhi.


Diwar-vremañ, diwall a evañ gwin hag evaj kreñv, hag a zebriñ traoù dic'hlan.


Bez' e vi brazez hag e c'hani ur mab; an aotenn ne dremeno ket war e benn, rak ar bugel a vo un Nazeread a Zoue adalek ar c'hof. Eñ eo an hini a grogo da zieubiñ Israel eus dorn ar Filistined.


Neuze e tigoras dezhi e holl galon hag e lavaras: An aotenn n'eo biskoazh tremenet war va fenn, rak un Nazeread a Zoue ez on adalek kof va mamm. Ma vefen touzet, an nerzh va dilezfe, e teufen da vezañ dinerzh hag e vefen evel un den all.


Evel-se e prestan anezhañ d'an AOTROU , prestet e vo d'an AOTROU evit holl zeizioù e vuhez. Hag e stoujont eno dirak an AOTROU .


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan