Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Niveroù 5:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Pep prof savet eus an holl draoù santelaet a ginnigo mibien Israel d'an aberzhour a vo dezhañ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Niveroù 5:9
19 Iomraidhean Croise  

Kement-se a vo evit Aaron hag evit e vibien dre ur gourc'hemenn peurbadus a-berzh mibien Israel, rak ur prof savet eo. Kement-se a vo ur prof savet a-berzh mibien Israel en o aberzhoù a beoc'h; o frof savet a vo evit an AOTROU .


Henn debriñ a reot el lec’h santel, da zroed eo ha droed da vibien diwar ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU, rak kement-se a zo bet gourc’hemennet din.


Ar bruched hejet evel ur prof hag ar skoaz kinniget evel prof savet a zebrot en ul lec’h glan, te, da vibien ha da verc’hed ganit, rak roet int deoc’h evel da zroed ha droed da vibien diwar aberzhoù a drugarekadennoù mibien Israel.


Degas a raint ar skoaz savet hag ar bruched hejet gant ar prof a lard graet dre an tan, evit hejañ anezho evel ur prof dirak an AOTROU. Kement-se a vo dit ha da’z mibien ganit hervez ur reolenn peurbadus, evel m’en deus gourc’hemennet an AOTROU.


An aberzhour hag a ginnigo an aberzh-dic’haouiñ a zebro anezhañ; debret e vo el lec’h santel, war leurenn teltenn an engalv


Ar skoaz dehou a roiot d’an aberzhour, evel prof savet, diwar hoc’h aberzh a drugarekadennoù.


rak ar bruched hejet hag ar skoaz savet a gemerin diwar aberzhoù a drugarekadennoù mibien Israel, hag e roin anezho d’an aberzhour Aaron ha d’e vibien hervez ur reolenn beurbadus a-berzh mibien Israel.


Roet em eus dit an holl brofoù savet e-touez an traoù santel a ginnigo mibien Israel d'an AOTROU, dit, da'z mibien ha da'z merc'hed ganit, ur reolenn beurbadus eo. Un emglev holen eo ha da viken dirak an AOTROU, evidout hag evit da lignez ganit.


Moizez a roas da Eleazar an aberzhour an taos-mañ evel prof savet d'an AOTROU, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.


Ma n'eus den ebet evit dic'haouiñ an dismegañs en e geñver, dic'haouet e vo an dismegañs e-keñver an AOTROU, e-keñver an aberzhour, ouzhpenn an tourz-dic'haouiñ da brofañ.


Met kemer a ri da draoù santel ha da aberzhoù evit seveniñ ur gouestl, hag e teui d'al lec'h dibabet gant an AOTROU.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan