Niveroù 5:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
7 ec'h anzavo ar pec'hed en devo graet, e tic'haouo an dismegañs en ur lakaat ouzhpenn ar bempvedenn, hag e roio anezhañ d'an hini eo en em lakaet kablus en e geñver.
Roet em eus da anavezout dit va fec'hed ha ne'm eus ket kuzhet ouzhit va direizhder. Lavaret em eus: Anzav a rin va disentidigezh d'an AOTROU. Ha te ac'h eus lamet poan va fec'hed. Ehan
Mar en deus graet unan bennak un difealded hag ur pec’hed diratozh e-keñver traoù santel an AOTROU, e kinnigo d’an AOTROU evit e gablusted un tourz disi, kemeret e-touez al loened bihan hervez da brizadur e sikloù arc’hant, diouzh sikl ar santual.
Talvoudegezh an dra flipet digant ar santual a baeo, en ur lakaat ouzhpenn ar bempvedenn, hag e roio kement-se d’an aberzhour; an aberzhour a raio an dic’haou evitañ gant tourz an aberzh a gablusted, hag e vo pardonet dezhañ.
Ma n'eus den ebet evit dic'haouiñ an dismegañs en e geñver, dic'haouet e vo an dismegañs e-keñver an AOTROU, e-keñver an aberzhour, ouzhpenn an tourz-dic'haouiñ da brofañ.
Met Zake en em zalc’has dirak an Aotrou hag a lavaras dezhañ: Setu, Aotrou, reiñ a ran an hanter eus va madoù d’ar beorien ha, mar em eus noazet ouzh unan bennak en un dra bennak, e roan dezhañ peder gwech kemend all.