12 Komz da vibien Israel ha lavar: Mard eo distroet gwreg unan bennak diouzh he fried ha mar gra un dismegañs en e geñver,
Ne ri ket a avoultriezh.
An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:
Setu al lezenn diwar-benn ar warizi, p'he devo distroet ur wreg diouzh hec'h ozhac'h hag en em saotret,
P'en devo kemeret un den ur wreg ha dimezet dezhi, ma ne gav ken houmañ trugarez dirak e zaoulagad, dre m'en devo kavet enni un dra bennak mezhus, e lakaio dezhi en he dorn ur skrid a dorr-dimeziñ, hag he c'haso kuit eus e di.