34 Moizez, Aaron ha priñsed ar vodadenn a niveras mibien Kehad, hervez o ziegezhioù, hervez tiez o zadoù,
Ar re-se a voe mibien Levi hervez tiez o zadoù, ar pennoù-tadoù hervez o niveradur dre anv, niveret dre benn. Labourat a raent e servij ti an AOTROU , adalek an oad a ugent vloaz hag uheloc'h.
Hag e vo ganeoc'h un den dre veuriad, pep hini o vezañ penn-bras eus ti e dadoù.
Diouzh Kehad e tiskenn tiegezh an Amramited, tiegezh ar Jizeharited, tiegezh an Hebronited ha tiegezh an Uzielited; ar re-se eo tiegezh ar C'heatited.
Setu servij tiegezhioù mibien Merari e teltenn an engalv, o holl servij dindan urzh Itamar, mab an aberzhour Aaron.
adalek an oad a dregont vloaz hag ouzhpenn betek an oad a hanter-kant vloaz, an holl re a ya er rumm evit servijañ e teltenn an engalv.