Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Niveroù 4:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 kont anezho adalek an oad a dregont vloaz hag ouzhpenn betek an oad a hanter-kant vloaz, an holl re a ya er rumm evit servijañ e teltenn an engalv.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Niveroù 4:23
18 Iomraidhean Croise  

Ar re-se a voe mibien Levi hervez tiez o zadoù, ar pennoù-tadoù hervez o niveradur dre anv, niveret dre benn. Labourat a raent e servij ti an AOTROU , adalek an oad a ugent vloaz hag uheloc'h.


Hervez urzhioù diwezhañ David, e voe niveret mibien Levi adalek an oad a ugent vloaz hag uheloc'h,


Niveret e voe al Levited, adalek an oad a dregont vloaz hag uheloc'h. Niveret e voe ar wazed dre benn: eizh mil ha tregont.


Gra an niveradeg eus mibien Gershon, hervez tiez o zadoù, hervez o ziegezhioù,


Setu servij tiegezhioù ar C'hershonited, o servij hag o c'harg.


adalek an oad a dregont vloaz hag ouzhpenn betek an oad a hanter-kant vloaz, an holl re a ya er rumm evit servijañ e teltenn an engalv.


Adalek an oad a hanter-kant vloaz, e yelo er-maez eus ar servij, ha ne servijo ken,


Piv a ya morse d’ar brezel diwar e goust e-unan? Piv eo an hini a blant ur winienn ha na zebr ket eus e frouezh? Pe piv eo an hini a ro da beuriñ d’an tropell ha na ev ket eus e laezh?


er ger a wirionez, e galloud Doue, en armoù ar reizhder a zalc’her a-gleiz hag a-zehou,


Rak ar c’hig en deus c’hoantoù a-enep ar Spered, hag ar Spered en deus re a-enep ar c’hig, an daou a zo kontrol an eil d’egile en hevelep doare ma ne rit ket an traoù a fellfe deoc’h.


Ar re a zo da Grist o deus kroazstaget ar c’hig gant e youloù drouk hag e c’hoantegezhioù.


Ar gourc’hemenn-mañ a roan dit, va mab Timote, hervez ar profediezhoù a zo bet graet diaraok diwar da benn, ma stourmi hervez ar profediezhoù-se ar stourm mat,


Stourmet em eus ar stourm mat, echuet em eus ar redadenn, miret em eus ar feiz.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan