Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Niveroù 4:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Na zilamit ket meuriad tiegezhioù ar C'heatited a-douez al Levited.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Niveroù 4:18
13 Iomraidhean Croise  

An AOTROU a lavaras da Voizez: Diskenn, difenn ouzh ar bobl da zont a-daol etrezek an AOTROU evit gwelout, gant aon na vefe kollet ul lod bras anezho.


An hini a raio un aozadur heñvel hag an hini a lakaio dioutañ war un diavaeziad a vo lamet eus e bobl.


An hini a raio un aozadur heñvel evit c’hweshaat anezhañ a vo lamet eus e bobl.


Kaset e vo eta er-maez d'ar Galdeiz da holl wragez ha da vibien, ha te ne dec'hi ket eus o daouarn, met kroget e vo ennout gant dorn roue Babilon, hag e vi kiriek ma vo devet ar gêr-mañ dre an tan.


Hag an douar a zigoras e c'henoù da lonkañ anezho gant o holl dier, an holl dud a oa gant Kora hag o holl vadoù.


An AOTROU a lavaras da Voizez: Adlaka gwialenn Aaron dirak an Testeni, evit he mirout evel un arouez evit ar vibien a zispac'h; evel-se e paouezint o grozmol ha ne varvint ket.


Mirout a reot an urzhioù diwar-benn ar santual hag an urzhioù diwar-benn an aoter, evit na vo ken a gounnar a-enep mibien Israel.


Diouzh Kehad e tiskenn tiegezh an Amramited, tiegezh ar Jizeharited, tiegezh an Hebronited ha tiegezh an Uzielited; ar re-se eo tiegezh ar C'heatited.


An AOTROU a gomzas da Voizez ha da Aaron o lavarout:


Kement-mañ a reot evit ma vevint ha na varvint ket pa dostaint ouzh sant ar sent: Ra zeuio Aaron hag e vibien evit lakaat pep hini d'e servij ha d'e garg,


Hogen an AOTROU a skoas war dud Bet-Shemesh, dre m'o doa sellet ouzh arc'h an AOTROU . Hag e skoas e-touez ar bobl war hanter-kant mil dek den ha tri-ugent. Ar bobl a reas kañv, dre m'en doa skoet an AOTROU warno gant ur gouli bras.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan