Kemer a raint holl draoù ar servij a vez implijet er santual hag e lakaint anezho en ul liñsel limestra, e c'holoint anezho gant ur golo krec'hin a liv hiasint, ha neuze e lakaint anezho war ur c'hravazh.
Un ael all a zeuas hag en em zalc’has tost d’an aoter, gant un ezañsouer aour. Roet e voe dezhañ kalz a c’hwezh-vat da ginnig gant pedennoù an holl sent war an aoter aour a zo dirak an tron.