Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Niveroù 32:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Hag e lavarjont: Mar hon eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, ra vo ar vro-mañ roet en dalc'h da'z servijerien, na zegas ket ac'hanomp en tu all d'ar Jordan.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Niveroù 32:5
11 Iomraidhean Croise  

da bediñ a ran, setu, da servijer en deus kavet trugarez dirak da zaoulagad, hag ec'h eus diskouezet da vadelezh em c'heñver en ur salviñ din va buhez. Met ne c'hellan ket en em saveteiñ war ar menez a-raok ma teuio ar gwall da'm zapout, hag e varvin.


Joab a gouezhas, e zremm d'an douar, a stouas, hag a vennigas ar roue. Hag e lavaras Joab: Hiziv e oar da servijer en deus kavet gras dirazout, o roue va aotrou, rak ar roue en deus graet ar pezh a c'houlenne e servijer digantañ.


Pa welas ar rouanez Ester en em zalc'he war al leurenn, houmañ a gavas gras dirazañ. Ar roue a astennas da Ester ar vazh-roue aour a oa en e zorn. Ester a dostaas hag a stokas ouzh penn ar vazh.


Evel-henn e komz an AOTROU: Kavet he deus gras er gouelec'h, ar bobl deuet salv eus ar c'hleze. Hag Israel a gerzh d'an diskuizh.


ar vro-se bet skoet gant an AOTROU dirak bodadenn Israel, a zo ur vro evit al loened, ha da servijerien o deus loened.


Moizez a lavaras da vibien Gad ha da vibien Ruben: Ho preudeur, ha mont a raint d'ar brezel, ha c'hwi a chomo amañ?


An AOTROU a fuloras a-enep din ivez en abeg deoc'h, ha lavaret en deus: Te kennebeut ned i ket enni.


Jozue a lavaras: Siwazh! Aotrou AOTROU , perak ec'h eus lakaet ar bobl-mañ da dremen ar Jordan, evit hol lakaat etre daouarn an Amoreaned ha distrujañ ac'hanomp? Perak n'omp ket chomet en tu all d'ar Jordan?


Neuze e kouezhas war he dremm, e stouas d'an douar hag e lavaras: Penaos em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, ma taolez evezh ouzhin-me, un estrañjourez?


David a douas c'hoazh o lavarout: A-dra-sur e oar da dad em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, hag en devo lavaret: Ra ne ouio ket Jonatan kement-mañ, gant aon na vefe glac'haret. Met an AOTROU a zo bev ha da ene a zo bev, ur c'hammed 'zo etrezon-me hag ar marv.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan