Ar re-se, merket dre o anvioù, a zeuas en amzer Ezekia roue Juda hag a ziskarjont o zeltennoù hag ar Vaoniz a oa eno. Lakaat a rejont anezho da verz betek hiziv, hag ec'h annezjont en o lec'h, rak peurvanoù a oa eno evit o loened.
Mesa da bobl gant da wialenn, tropell da hêrezh a zo o chom e-unan er goadeg e-kreiz ar C'harmel. Ra beurint e Basan hag e Galaad, evel en deizioù gwechall.
Israel a drec'has anezhañ dre droc'h ar c'hleze hag a berc'hennas e vro adalek an Arnon betek ar Jabok, betek mibien Ammon, rak harz mibien Ammon a oa kreñv.
An AOTROU a lavaras da Voizez: Na'z pet ket aon dirazañ, rak lakaet em eus anezhañ etre da zaouarn, gant e holl bobl hag e vro. Hag e ri dezhañ evel ma ec'h eus graet da Sihon, roue an Amoreaned, a oa o chom en Hesbon.
Hag e lavarjont: Mar hon eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, ra vo ar vro-mañ roet en dalc'h da'z servijerien, na zegas ket ac'hanomp en tu all d'ar Jordan.