2 Mibien Gad ha mibien Ruben a zeuas da gomz ouzh Moizez, ouzh Eleazar an aberzhour hag ouzh priñsed ar vodadenn o lavarout:
Mar d-eo ur penn-bras an hini en deus pec’het, en ur ober diratozh a-enep unan eus gourc’hemennoù an AOTROU e Zoue un dra na dle ket bezañ graet, oc’h en em lakaat kablus,
Mibien Ruben ha mibien Gad o doa un niver dreistkont a dropelloù, hag e weljont e oa bro Jaezer ha bro C'halaad ul lec'h dereat evit al loened.
Atarod, Dibon, Jaezer, Nimra, Hesbon, Eleale, Sebam, Nebo, Beon,
ha lodenn bremañ ar vro-se en hêrezh d'an nav meuriad ha da hanter-veuriad Manase.
Mibien Israel a roas d'al Levited, dre ar sord, ar c'hêrioù-se gant an douaroù tro-dro, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU dre c'henoù Moizez.
Perak ez out chomet e-kreiz da grevier, da glevout blejadennoù an tropelloù? Tost ouzh froud Ruben, e voe ur preder bras er c'halonoù.