Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Niveroù 3:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Moizez a niveras anezho hervez urzh an AOTROU, evel ma oa bet gourc'hemennet dezhañ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Niveroù 3:16
11 Iomraidhean Croise  

Mibien Israel a reas kement-se. Jozef a roas dezho kirri hervez urzh Faraon, hag e roas dezho pourvezioù evit an hent.


Gra an niveradeg eus mibien Levi, hervez tiez o zadoù, hervez o ziegezhioù, gra an niveradeg eus an holl baotred adalek an oad a ur miz hag ouzhpenn.


Setu mibien Levi dre o anvioù: Gershon, Kehad ha Merari.


An holl Levited a voe niveret; niveret int bet gant Moizez hag Aaron hervez urzh an AOTROU, hervez o ziegezhioù. An holl baotred adalek an oad a ur miz hag ouzhpenn a voe daou vil warn-ugent.


Moizez a roas arc'hant an daspren da Aaron ha d'e vibien, hervez urzh an AOTROU, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.


Dindan urzhioù Aaron hag e vibien e vo graet ar servij gant mibien Gershon, e kement ha ma tleint dougen hag e kement ha ma tleint ober; roet e vo dezho ar garg eus kement o devo da zougen.


Setu ar re niveret eus tiegezhioù ar Gehatited, an holl re a servij e teltenn an engalv, niveret gant Moizez hag Aaron evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.


Setu ar re niveret eus tiegezhioù mibien Gershon, an holl re a servij e teltenn an engalv, niveret gant Moizez hag Aaron evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU.


Setu ar re niveret eus tiegezhioù mibien Merari, niveret gant Moizez hag Aaron evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.


Niveret int bet hervez an urzh en doa roet an AOTROU da Voizez, pep hini hervez e servij hag hervez e garg; niveret int bet evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.


Hag an aberzhourien mibien Levi a dostaio, rak an AOTROU da Zoue en deus o dibabet evit e servijañ hag evit bennigañ en anv an AOTROU, hag eus o genoù e vo barnet pep enebiezh ha pep taol.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan