Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Niveroù 3:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Pep kentañ-ganet a zo din. D'an deiz em eus skoet pep kentañ-ganet e bro Ejipt, em eus santelaet evidon pep kentañ-ganet en Israel, e-touez an dud hag e-touez al loened, din e vint. Me eo an AOTROU.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Niveroù 3:13
16 Iomraidhean Croise  

ar re gentañ-ganet eus hor mibien hag eus hol loened, evel m'eo skrivet el lezenn; karget e oamp da zegas da di hon Doue, d'an aberzhourien a ra ar servij e ti hon Doue, ar re gentañ-ganet eus hor ejened hag hor deñved;


santelaat a ri evit an AOTROU kement a zigor ar mammog ar c'hentañ, hag holl re gentañ-ganet al loened az po, ar pared a vo d'an AOTROU .


hag e c'hoarvezas penaos pa ne felle ket da Faraon hol lezel da vont kuit, ma lazhas an AOTROU pep kentañ-ganet e bro Ejipt, adalek kentañ-ganet an den betek kentañ-ganet al loened; setu perak ec'h aberzhan d'an AOTROU an holl bared a zigor ar mammog ar c'hentañ hag e tasprenan pep kentañ-ganet eus va mibien.


Santela evidon pep kentañ-ganet, kement a zigor ar mammog e-touez mibien Israel, e-touez an dud hag e-touez al loened, din-me eo.


Ne zalei ket da brofañ ar frouezh kentañ eus ar pezh a leugn da solier nag eus ar pezh a red eus da waskell. Reiñ a ri din ar c’hentañ-ganet eus da vibien.


Kement a zigor ar mammog a zo din, ha da holl loened par kentañ-ganet, loened bras pe loened bihan.


Frouezh kentañ eus an holl rummoù hag eus an holl brofoù savet, a bep seurt, a vo d'an aberzhourien. Hag e roiot d'an aberzhourien lodenn gentañ ho toaz, evit ma chomo ar vennozh war ho ti.


Ur c’hentañ-ganet a-douez ar chatal a zo dija d’an AOTROU evel kentañ-ganet; den ne c’hello santelaat anezhañ, pe leue pe oan, d’an AOTROU eo.


Pep hini en devo digoret ar mammog, a bep kig, den pe loen, hag a ginnigint d'an AOTROU, a vo dit. Met e taspreni hep mar kentañ-ganet an den, hag e taspreni kentañ-ganet ul loen dic'hlan.


Setu, me am eus kemeret ho preudeur al Levited a-douez mibien Israel; roet int evel ur prof evit an AOTROU, evit ober servij teltenn an engalv.


Kemer a ri al Levited evidon-me an AOTROU e-lec'h an holl re gentañ-ganet eus mibien Israel, ha loened al Levited e-lec'h an holl re-gentañ-ganet eus loened mibien Israel.


An Ejipsianed a sebelie ar re en doa skoet an AOTROU en o zouez, an holl re gentañ-ganet. An AOTROU a rae ivez barnioù a-enep o doueoù.


hervez ma’z eo skrivet e lezenn an Aotrou: Pep paotr kentañ-ganet a vo gouestlet da Zoue,


ouzh bodadeg hag ouzh iliz ar re gentañ-ganet a zo skrivet o anvioù en neñvoù, ouzh ar barner a zo Doue an holl, ouzh speredoù ar re reizh deuet d’ar barfeted,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan