Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Niveroù 3:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Lakaat a ri en o c'harg Aaron hag e vibien evit ma virint o servij a aberzhourien. Mar tosta un diavaeziad, e vo lakaet d'ar marv.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Niveroù 3:10
25 Iomraidhean Croise  

Kounnar an AOTROU a entanas a-enep Uzza, ha Doue a skoas gantañ en abeg d'e vank. Hag e varvas eno, tost ouzh arc'h Doue.


Hag e reas ivez tiez en uhellec'hioù, hag e lakaas da aberzhourien tud a-douez an holl bobl ha na oant ket mibien Levi.


Ober a rejont servij ar c'han dirak tabernakl teltenn an engalv, ken n'en doe savet Salomon ti an AOTROU e Jeruzalem. Hag e raent o servij hervez ar reolenn a oa merket dezho.


Hag e lavaris: Un den eveldon, ha tec'hout a rafe? Peseurt den eveldon a c'hellfe mont en templ ha bevañ? Ned in ket ennañ.


Hag e lakai ar gourizoù da Aaron ha d'e vibien, hag e stagi ar mintroù dezho. Ar velegiezh a vo dezho dre ur gourc'hemenn peurbadus. Gouestlañ a ri Aaron hag e vibien.


N'hoc'h eus ket miret servij va santual, met lakaet hoc'h eus mirerien all evit va servij em santual.


Diavaez ebet ne zebro traoù santel. An hini a chom e ti un aberzhour hag an devezhour ne zebrint ket traoù santel.


Pa'z aio kuit an tabernakl, al Levited a zisavo anezhañ, ha pa gampo an tabernakl, al Levited a savo anezhañ. Mar tosta outañ un diavaeziad, e vo lakaet d'ar marv.


Lakaet en deus ac'hanout da dostaat, te ha da'z holl vreudeur, mibien Levi, hag e klaskit c'hoazh ar velegiezh?


Un tan a zeuas a-berzh an AOTROU hag a guzumas an daou c'hant hag hanter-kant den a ginnige ar c'hwezh-vat.


Un eñvor eo da vibien Israel, ma ne dostafe ket un diavaeziad na vefe ket eus lignez Aaron evit kinnig c'hwezh-vat dirak an AOTROU, ha ma ne c'hoarvezfe ket evel gant Kora hag e strollad, hervez m'en doa lavaret an AOTROU dre Voizez.


Hag e virint da urzhioù hag an urzhioù diwar-benn an deltenn a-bezh, met ne dostaint ket ouzh traoù ar santual nag ouzh an aoter, gant aon na varvfe int ha c'hwi.


Te ha da vibien ganit a viro ar servij evel aberzhourien e kement a sell ouzh an aoter hag ouzh ar pezh a zo e diabarzh ar ouel, ho servij e vo. Reiñ a ran deoc'h ar velegiezh, ar servij roet deoc'h eo. An diavaeziad a dostaio a vo lakaet d'ar marv.


An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:


Ar re a gampe dirak an tabernakl, ouzh ar reter, dirak teltenn an engalv, war-zu ar sav-heol, a oa Moizez, Aaron hag e vibien, a voe roet dezho karg ar santual, karg evit mibien Israel. Mar tosta un diavaeziad, e vo lakaet d'ar marv.


pe an hini a servij, ra en em stago ouzh ar servij; pe an hini a gelenn, ra en em stago ouzh ar c’helenn;


Evel-se eta, n’oc’h ken nag estrañjourien na tud a-ziavaez, met kenvourc’hizien d’ar sent hag eus ti Doue,


rak an AOTROU da Zoue en deus dibabet anezhañ a-douez da holl veuriadoù evit en em zerc'hel da servijañ en anv an AOTROU, eñ hag e vibien, da viken.


Mar bije-eñ war an douar, ne vije ket beleg zoken, o vezañ ma ez eus beleien a ginnig ar profoù hervez al lezenn


Hemañ, Mika, en doa un ti doueoù; ober a reas un efod ha terafim, hag e kensakras unan eus e vibien evel aberzhour dezhañ.


Hogen an AOTROU a skoas war dud Bet-Shemesh, dre m'o doa sellet ouzh arc'h an AOTROU . Hag e skoas e-touez ar bobl war hanter-kant mil dek den ha tri-ugent. Ar bobl a reas kañv, dre m'en doa skoet an AOTROU warno gant ur gouli bras.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan