Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Niveroù 28:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Niveroù 28:1
17 Iomraidhean Croise  

kinnig a raent an holl loskaberzhoù d'an AOTROU , d'an deizioù sabad, d'al loarioù nevez, d'ar gouelioù, hervez o niver hag o reolennoù urzhiet, dalc'hmat dirak an AOTROU ,


Setu, emaon o vont da sevel un ti da anv an AOTROU va Doue, evit e ouestlañ dezhañ, evit ma vo lakaet da vogediñ dirazañ an ezañs a c'hwezh-vat, evit ma vo kinniget dalc'hmat dezhañ ar baraoù a ginnig, evit al loskaberzhoù d'ar mintin ha d'an abardaez, d'an deizioù sabad, d'al loarioù nevez ha da ouelioù an AOTROU hon Doue, ar pezh a vo graet da viken gant Israel.


Jehojada a lakaas kargoù ti an AOTROU etre daouarn an aberzhourien Levited, ar re en doa lodennet David evit ti an AOTROU, evit kinnig loskaberzhoù d'an AOTROU, evel m'eo skrivet e lezenn Moizez, gant levenez ha kanaouennoù, hervez urzhioù David.


Ar roue a roas ivez ul lodenn eus e vadoù evit al loskaberzhoù, evit loskaberzhoù ar beure hag an abardaez, evit loskaberzhoù an deizioù sabad, al loarioù-nevez hag ar gouelioù, evel m'eo skrivet e lezenn an AOTROU.


Hag e kinnige bemdez ar pezh a oa bet gourc'hemennet gant Moizez, d'an deizioù sabad, d'al loarioù nevez, d'ar gouelioù meur, teir gwech ar bloaz: gouel ar bara hep goell, gouel ar sizhunioù, gouel al logelloù.


Ar pezh o devo ezhomm, leueoù, tourzed, oaned, evit loskaberzhoù Doue an neñvoù, gwinizh, holen, gwin, eoul, evel ma lavaro an aberzhourien a zo e Jeruzalem, ra vo roet dezho bemdez hep mankout,


evit ar baraoù a ginnig, evit an donezon beurbadus, evit loskaberzh peurbadus an deizioù sabad hag al loarioù nevez hag ar gouelioù, evit an traoù santel, evit an aberzhoù-dic'haouiñ e-keñver Israel, hag evit holl oberoù e ti hon Doue.


Na gendalc'hit ket da zegas donezonoù aner, euzh am eus ouzh an ezañs. Diwar-benn ho loarioù nevez, ho sabadoù, hoc'h engalvadegoù, ne c'hellan ket gouzañv an direizhder o kemer perzh en ho podadegoù meur.


Pa c'hoarvezo un tabut bennak, en em zalc'hint d'ar varn, hag e varnint hervez va barnedigezhioù. Hag e virint va lezennoù ha va reolennoù em holl c'houelioù, hag e santelaint va deizioù sabad.


Met ret e vo d'ar priñs da reiñ al loskaberzhoù, an donezonoù, an evadkinnigoù, evit al lidoù, al loarioù nevez, an deizioù sabad, evit holl c'houelioù ti Israel. Kinnig a raio an aberzh-dic'haouiñ, an donezon, al loskaberzh hag an aberzh a drugarekadennoù, d'ober dic'haou evit ti Israel.


D'al lidoù ha d'ar gouelioù, an donezon a vo un efa dre gole, un efa dre dourz, hag evit an oaned evel ma c'hello reiñ, gant un hin a eoul dre efa.


Degas a reas prof ar bobl. Kemer a reas bouc’h an aberzh-dic’haouiñ evit ar bobl, en lazhas hag en kinnigas evit ar pec’hed evel an hini kentañ.


hag e lakaas e zaouarn warnañ hag e roas dezhañ e garg, evel m'en doa lavaret an AOTROU dre Voizez.


Ro urzhioù da vibien Israel ha lavar: Ret e vo deoc'h eveshaat ma vo kinniget din en amzer dereat an donezon hag ar boued evit va frofoù graet dre an tan, ur c'hwezh dudius din.


ur c'hole yaouank, un tourz, un oan eus ur bloaz, evit al loskaberzh,


Mirout a rit gant aked an deizioù, ar mizioù, an amzerioù hag ar bloavezhioù.


Ra ne varno eta den ac’hanoc’h diwar-benn an debriñ pe an evañ, pe diwar-benn un deiz gouel pe ul loar nevez pe ur sabad,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan