Moizez a bedas an AOTROU e Zoue hag a lavaras: Perak, AOTROU , da fulor a zeufe d'en em danañ a-enep da bobl ac'h eus lakaet da zont kuit eus bro Ejipt gant ur galloud bras ha gant un dorn nerzhus?
Hon tad a zo marvet er gouelec'h, ne oa ket e bodadeg ar re en em savas a-enep an AOTROU, e bodadeg Kora, met marvet eo en abeg d'e bec'hed, ha n'en doa mab ebet.
Dont a rejont dirak Eleazar an aberzhour, dirak Jozue mab Nun ha dirak ar briñsed, o lavarout: An AOTROU en deus gourc'hemennet da Voizez reiñ deomp un hêrezh e-touez hor breudeur. Hag e voe roet dezho, hervez gourc'hemenn an AOTROU , un hêrezh e-touez breudeur o zad.