57 Al Levited a voe niveret hervez o ziegezhioù: Gershon ha tiegezh ar C'hershonited, Kehad ha tiegezh ar Gehatited, Merari ha tiegezh ar Verarited.
Mibien Levi: Gershon, Kehad, Merari.
Mibien Levi a voe: Gershon, Kehad, Merari.
Eleazar mab Aaron a gemeras evel gwreg unan eus merc'hed Putiel, hag e c'hanas dezhañ Fineaz. Setu pennoù-bras tadoù al Levited, dre o ziegezhioù.
Al Levited, hervez meuriad o zadoù, ne voent ket niveret ganto.
Al Levited ne voent ket niveret e-touez mibien Israel, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.
Hêrezh pep hini a vo lodennet dre ar sord etre ar re a zo e niver bras hag ar re a zo e niver bihan.
Gra an niveradeg eus mibien Levi, hervez tiez o zadoù, hervez o ziegezhioù, gra an niveradeg eus an holl baotred adalek an oad a ur miz hag ouzhpenn.
Setu mibien Levi dre o anvioù: Gershon, Kehad ha Merari.