Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Niveroù 26:53 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

53 Ar vro a vo lodennet etre ar re-se evel un hêrezh, hervez niver an anvioù.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Niveroù 26:53
16 Iomraidhean Croise  

Setu amañ hêrezh mibien Israel e bro Ganaan, ar pezh a lodennas dezho evel hêrezh Eleazar an aberzhour, Jozue mab Nun, ha pennoù-tadel meuriadoù mibien Israel.


Jozue a gemeras eta an holl vro hervez kement en doa lavaret an AOTROU da Voizez; Jozue a roas anezhi da Israel evel hêrezh, hervez o meuriad pep a lodenn. Hag ar vro a voe sioul hep brezel.


Reiñ a reas dezho douaroù ar broadoù, hag e perc'hennjont labour ar pobloù,


Ne d-aio e-barzh netra hudur, nag hini eus ar re en em ro d’an euzhusted ha d’ar gaou, met hepken ar re a zo skrivet o anvioù e levr a vuhez an Oan.


graet ec’h eus ac’hanomp rouaned hag aberzhourien d’hon Doue, hag e renimp war an douar.


Eürus ar re a zo hegarat, rak an douar a resevint da hêrezh!


Hag ar rouantelezh, ar vestroniezh, braster ar rouantelezhioù a zo dindan an neñvoù a vo roet da bobl sent an Uhel-Meurbet. E rouantelezh a vo ur rouantelezh peurbadus, hag an holl c'halloudoù a servijo anezhañ hag a sento outañ.


He lodennañ a reot dre ar sord, evidoc'h hag evit an diavaezidi o chom en ho touez hag a vo tad da vibien en ho touez. Bez' e vint evidoc'h evel an henvroidi e-touez mibien Israel, hag o devo un hêrezh ganeoc'h e-touez meuriadoù Israel.


Hennezh eo an hent ma fiziont warnañ, hag ouzh e heuliañ en em blijont en o c'homzoù.  Ehan


An AOTROU en em ziskouezas da Abram hag a lavaras: Me a roio ar vro-mañ da'z lignez! Hag e savas eno un aoter d'an AOTROU a oa en em ziskouezet dezhañ.


Me a lakaio ac'hanout da zont da vezañ ur vroad vras, me a vennigo ac'hanout, me a rento da anv bras. Hag e vi ur vennozh.


An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:


D'ar re a zo e niver bras e roi un hêrezh vrasoc'h, d'ar re a zo e niver bihan e roi un hêrezh vihanoc'h; da bep hini e vo roet un hêrezh hervez an niveradeg.


Lodennañ a reot ar vro dre ar sord evel hêrezh d'ho tiegezhioù. D'ar re a zo e niver bras e roiot un hêrezh vrasoc'h, d'ar re a zo e niver bihan e roiot un hêrezh vihanoc'h. Pep hini a resevo ar pezh a vo degouezhet dezhañ dre ar sord. Hoc'h hêrezh ho po hervez meuriad ho tadoù.


En em galoneka ha bez kreñv! Rak te eo a lakaio ar bobl-mañ da berc'hennañ ar vro am eus touet d'o zadoù reiñ dezho.


o lavarout: Me a roio dit bro Ganaan, lod ho hêrezh eo.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan