Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Niveroù 26:51 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

51 Setu aze ar re eus mibien Israel a voe niveret, c'hwec'h kant ur mil seizh kant tregont.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Niveroù 26:51
11 Iomraidhean Croise  

Kresket ec'h eus o mibien evel stered an neñvoù, hag o c'haset d'ar vro az poa lavaret d'o zadoù ez ajent enni d'he ferc'hennañ.


Setu e tiskar ha n'adsaver ket, ha pa brenn war unan bennak, ne zigorer ket.


Graet ec'h eus da hent er mor, da wenodennoù en doureier bras, ha da roudoù n'int ket bet anavezet.


Mibien Israel a yeas kuit eus Ramsez evit Sukkod. Bez' e oant war-dro c'hwec'h kant mil den war droad hep kontañ ar vugale vihan.


un hanter sikl dre benn, an hanter eus ur sikl, hervez sikl ar santual, evit kement a dremenas dre an niveradeg, adalek ugent vloaz ha dreistoc'h, da lavarout eo evit c'hwec'h kant tri mil pemp kant hag hanter-kant den.


an holl re niveret a voe c'hwec'h kant tri mil pemp kant hag hanter-kant.


Moizez a lavaras: Bez' ez eus c'hwec'h kant mil den war droad er bobl-mañ, emaon en o zouez, hag e lavarez: Me a roio dezho kig hag e tebrint e-pad ur miz leun!


Setu aze niveradeg mibien Israel, a voe niveret hervez tiez o zadoù. Evel-se, an holl re niveret er c'hampoù, dre o strolladoù, a voe c'hwec'h kant tri mil pemp kant hag hanter-kant.


An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan