Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Niveroù 24:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 En em ledañ, gourvez a ra evel ul leon, evel ul leonez, ha piv a raio dezhañ sevel? Ar re az pennigo a vo benniget, hag ar re az milligo a vo milliget!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Niveroù 24:9
21 Iomraidhean Croise  

Bennigañ a rin ar re a vennigo ac'hanout, ha milligañ a rin ar re a villigo ac'hanout. Hag holl diegezhioù an douar a vo benniget ennout.


Ra servijo pobloù ac'hanout ha ra stouo broadoù dirazout! Bez mestr da vreudeur ha ra stouo mibien da vamm dirazout! Ra vo milliget piv bennak az milligo, ha ra vo benniget piv bennak az pennigo!


Juda a zo ul leon yaouank. Deuet out eus an drailhadeg, va mab! En em bleget eo, gourvezet eo evel ul leon, evel ul leonez, piv en lakaio da sevel?


Bez' e oa ivez eno daouzek leon war ar c'hwec'h derez, a bep tu. Netra heñvel ne oa bet graet e rouantelezh ebet.


An tron en doa c'hwec'h derez, ur skabell aour staget ouzh an tron, brenkoù a bep tu d'ar gador, ha daou leon en em zalc'he e-kichen ar brenkoù.


Hag Haman a gontas da Zeresh e wreg ha da e holl vignoned kement a oa c'hoarvezet. Neuze e re fur ha Zeresh e wreg a lavaras: Mard eo Mardoke, ha te a grogas da gouezhañ dirazañ, eus gouenn ar Yuzevien, ne drec'hi ket warnañ, met kouezhañ a ri dirazañ.


N'eus den kalonek a-walc'h evit e zihuniñ. Piv neuze en em zalc'hfe en e sav dirazon?


Pedit evit peoc'h Jeruzalem! Ra o devo ar peoc'h ar re a gar ac'hanout!


Enorit ar mab, gant aon na zeufe droug ennañ ha na marvfec'h en hoc'h hent, pa entano e gounnar a-greiz-holl. Eürus eo an holl re a laka o fiziañs ennañ!


Met mar selaouez gant evezh e vouezh ha mar rez kement a lavarin, me a vo enebour da enebourien ha gwasker da waskerien.


Evel-henn en deus komzet an AOTROU ouzhin: Evel ma yud al leon, al leon yaouank war e breizh, pa'z eo galvet mesaerien a-niver a-enep dezhañ, evel n'eo ket spontet gant o mouezh ha n'en deus ket aon rak an niver anezho, evel-se e tiskenno AOTROU an armeoù da stourm war Venez Sion ha war e grec'hienn.


Ha nemorant Jakob a vo e-kreiz ar broadoù, e-touez pobloù niverus, evel ul leon e-touez loened ar goadeg, evel ul leon yaouank e-touez tropelloù deñved, a vac'h hag a ziframm pa dremen, ha den ne zieub.


Doue a lavaras da Valaam: N'i ket ganto, ne villigi ket ar bobl-mañ rak benniget eo.


Deus bremañ, millig ar bobl-se rak galloudusoc'h eo egedon; marteze e c'hellin trec'hiñ anezho hag o c'has kuit eus ar vro, rak gouzout a ran penaos an hini a vennigez a zo benniget hag an hini a villigez a zo milliget.


Ar bobl-mañ a savo evel ul leonez hag a sonno evel ul leon. Ne c'hourvezo ket, ken n'en devo debret ar preizh hag evet gwad ar c'hloazidi.


Fulor Balag en em danas a-enep Balaam, hag e skoas gant e zaouarn. Balag a lavaras da Valaam: Da c'halvet em eus evit milligañ va enebourien, ha setu, ec'h eus o benniget teir gwech!


Hag ar Roue a responto hag a lavaro dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, bep gwech ma hoc’h eus graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ eus va breudeur, hoc’h eus graet an dra-se din.


Hag e responto dezho, o lavarout: Me a lavar deoc’h e gwirionez, bep gwech ma n’hoc’h eus ket graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ-se, n’hoc’h eus ket graet an dra-se din.


Eñ a respontas: Piv out, Aotrou? An Aotrou a lavaras: Me eo Jezuz a heskinez. Kalet e vo dit herzel a-enep ar broudoù.


An AOTROU da Zoue a lakaio an holl vallozhioù-se war da enebourien ha war ar re o devo da gasaaet ha da heskinet.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan