Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Niveroù 24:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Doue en deus e dennet eus an Ejipt, bez' eo evitañ evel nerzh ar bual. Lonkañ a raio ar broadoù a enebint outañ, frikañ a raio o eskern, o zoullañ a raio gant e viroù.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Niveroù 24:8
18 Iomraidhean Croise  

O freuzañ a ri gant ur walenn houarn, o bruzunañ a ri evel lestr ur poder.


Mennet o deus droug a-enep dit, ijinet o deus soñjoù fall, met ne c'hellint ket dont a-benn,


Marc'heka en gloar, pign war da garr, evit ar wirionez, ar vadelezh hag ar reizhder. Da du dehou a ziskouezo dit burzhudoù spontus!


Da viroù a zo lemm, mont a raint da galon enebourien ar roue, pobloù a gouezho dindanout.


Met mar selaouez gant evezh e vouezh ha mar rez kement a lavarin, me a vo enebour da enebourien ha gwasker da waskerien.


Soñjal a raen betek ar beure: evel ul leon, bruzunañ a raio va eskern; diouzh ar mintin d'an noz ez po va lamet kuit.


Israel a zo evel un dañvadez dianket argaset gant al leoned. Da gentañ roue Asiria en deus he debret, ha da ziwezhañ Nebukadnezar roue Babilon en deus torret hec'h eskern dezhi.


Rak setu ez an da sevel ha da gas a-enep Babilon un tolpad a vroadoù bras eus bro an hanternoz, en em renko a-enep dezhi, hag e vo tapet. O biroù a vo evel re ur brezeler kadarn, na zistro ket e goullo.


War urzh ar roue, an dud o doa tamallet Daniel a voe degaset ha taolet e foz al leoned, int, o mibien hag o gwragez. A-raok m'o doa stoket ouzh foñs ar foz, al leoned a grogas enno hag a vruzunas o holl eskern.


Met n'en em savit ket a-enep an AOTROU ha n'ho pet ket aon rak pobl ar vro-se, rak bara e vint evidomp, o diwall a zo en em dennet a-ziwar dezho, an AOTROU a zo ganeomp, n'ho pet ket aon dirazo.


hag a gomzas a-enep Doue hag a-enep Moizez: Perak hoc'h eus graet deomp pignat eus an Ejipt evit mervel er gouelec'h? N'eus na bara na dour, hag hon ene a zo stamouzet gant ar bara dister-mañ.


Doue en deus o zennet eus an Ejipt, bez' eo evito evel nerzh ar bual.


Ar bobl-mañ a savo evel ul leonez hag a sonno evel ul leon. Ne c'hourvezo ket, ken n'en devo debret ar preizh hag evet gwad ar c'hloazidi.


Hag e chomas eno betek ma varvas Herodez, evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant an Aotrou dre ar profed: Galvet em eus va mab eus an Ejipt.


Dastum a rin warno poanioù, tennañ a rin a-enep dezho va holl biroù.


mezviañ a rin va biroù gant o gwad, va c'hleze a zebro o c'hig, diwar gwad ar re c'hloazet hag ar re zalc'het, diwar penn mestroù an enebour.


P'en devo da lakaet an AOTROU da Zoue da vont er vro ma'z ez e-barzh d'he ferc'hennañ, ha p'en devo kaset kuit kalz a vroadoù azirazout, an Hitited, ar C'hirgazianed, an Amoreaned, ar Gananeiz, ar Ferezianed, an Hevianed, ar Jebuziz, seizh broad brasoc'h ha kreñvoc'h egedout,


Rak klevet hon eus penaos en deus disec'het an AOTROU doureier ar Mor Ruz pa'z oc'h aet kuit eus an Ejipt, hag ar pezh hoc'h eus graet da zaou roue an Amoreaned a oa en tu all d'ar Jordan, e Sihon hag en Og, hag hoc'h eus lakaet da verz.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan