dre ma ne oant ket deuet en arbenn da vibien Israel gant bara ha dour, met o doa paeet Balaam a-enep dezho, evit o milligañ. Met hon Doue a droas ar vallozh e bennozh.
An AOTROU a lamo kuit eus teltennoù Jakob an den a ra kement-se, an hini a zihun, an hini a respont, hag an hini a ginnig ar brofadenn da AOTROU an armeoù.
Mibien Israel a reas evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez. Kampañ a rejont e-kichen o bannieloù, hag ez ejont pep hini hervez o ziegezhioù, hervez tiez o zadoù.
Eürus out, Israel! Piv eo ar bobl a zo heñvel ouzhit, pobl saveteet gant an AOTROU, skoed da sikour, ha kleze da veurded? Da enebourien a vo doñvaet, ha te a vac'ho gant da dreid o lec'hioù uhel.