Goude kement-se, komz an AOTROU a voe disklêriet da Abram en ur weledigezh, o lavarout: Na'z pez ket aon, Abram, me eo da skoed, ha da c'hopr a vo bras-meurbet.
Hag e respontas: Gwelet em eus holl Israel a-stlabez dre ar menezioù, evel un tropell deñved hep mesaer, hag an AOTROU en deus lavaret: An dud-se n'o deus mestr ebet, ra zistroio pep hini d'e di e peoc'h.
Doare ar gouloù a skede a bep tu a oa heñvel ouzh doare ar wareg a zo er goabrenn un devezh a c'hlav. Doare stumm gloar an AOTROU e oa. Pa welis, e kouezhis war va dremm, hag e klevis ur vouezh o komz.
Lavarout a reas: Selaouit mat va c'homzoù: Ma'z eus ur profed en ho touez, me an AOTROU en em roio da anavezout dezhañ dre weledigezh ha me a gomzo outañ dre huñvre.
Doue a zeuas da gavout Balaam e-pad an noz hag a lavaras: Mard eo deuet an dud-se evit da c'hervel, sav, kae ganto, met ober a ri hervez ar c'homzoù a lavarin dit.
An AOTROU a zigoras daoulagad Balaam, ha Balaam a welas ael an AOTROU en em zalc'he war an hent, e gleze dic'houinet en e zorn. Hag e soublas hag e stouas war e zremm.
Pa welis anezhañ, e kouezhis d’e dreid evel marv. Lakaat a reas e zorn dehou warnon o lavarout din: Na’z pez ket aon! Me eo ar c’hentañ hag an diwezhañ,
Diwiskañ a reas ivez zoken e zilhad, hag e profedas, eñ ivez, dirak Samuel, hag en em daolas en noazh war an douar e-pad an deiz-se hag e-pad an noz-se. Setu perak e vez lavaret: Hag-eñ emañ Saül e-touez ar brofeded?