Meur a hini a lavaro din en deiz-se: Aotrou, Aotrou, ha n’hon eus ket profedet ez anv? Ha n’hon eus ket kaset kuit an diaouled ez anv? Ha n’hon eus ket graet kalz a virakloù ez anv?
Spered an AOTROU a voe warnañ, hag e varnas Israel, hag ez eas d'ar brezel. An AOTROU a lakaas Kushan-Rishataim roue Mezopotamia etre e zaouarn, hag e zorn a voe galloudus a-enep Kushan-Rishataim.
Saül a gasas tud da dapout David, hag e weljont ur vodadeg brofeded o profediñ, ha Samuel en e sav a rene warno. Spered Doue a zeuas war ar re gaset gant Saül, hag e profedjont ivez.
Mont a reas da Najod e-kichen Rama, ha Spered Doue a voe ivez warnañ, hag e profedas en ur genderc'hel gant e hent, betek ma voe en em gavet e Najod e-kichen Rama.