Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Niveroù 24:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Balaam a welas penaos e kave mat an AOTROU bennigañ Israel, n'eas ket da glask strobinelloù evel ar gwechoù all, met war-zu ar gouelec'h e troas e zremm.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Niveroù 24:1
13 Iomraidhean Croise  

Balaam a savas d'ar beure hag a lavaras da briñsed Balag: Distroit d'ho pro, nac'het en deus an AOTROU va lezel da vont ganeoc'h.


Henaourien Moab hag henaourien Madian a yeas, o kaout en o daouarn profoù evit an divinour, hag e teujont da gavout Balaam hag e lavarjont dezhañ komzoù Balag.


Balaam a lavaras da Valag: En em zalc'h amañ tost d'al loskaberzhoù ha me a yelo pelloc'h a-ziarbenn.


Setu, resevet em eus da vennigañ, benniget en deus, ne c'hellan ket cheñch.


N'eus strobinell ebet a-enep Jakob, na achantouriezh ebet a-enep Israel. Prest e vo lavaret diwar-benn Jakob ha diwar-benn Israel: Petra en deus graet Doue!


Balag a renas Balaam war-lein ar Peor, a sell ouzh ar gouelec'h.


Balaam a lavaras da Valag: En em zalc'h tost d'al loskaberzh ha me a yelo kuit. Marteze e teuio an AOTROU da'm c'havout, hag e lavarin dit ar pezh en devo diskouezet din. Hag ez eas war ul lec'h uhel.


Balag a reas evel m'en doa lavaret Balaam, hag e kinnigas ur c'hole hag un tourz war bep aoter.


Setu, int eo ar re o deus roet lec'h da vibien Israel, diouzh komzoù Balaam, d'ober un torfed a-enep an AOTROU en afer Peor, ar pezh a dennas ur gouli war vodadenn an AOTROU.


Met traoù bennak am eus a-enep dit: bez’ ec’h eus aze tud hag a zalc’h kelennadurezh Balaam, a zeske da Valag lakaat ur maen-kouezh dirak mibien Israel evit ma tebrjent traoù aberzhet d’an idoloù ha ma kouezhjent er c’hadaliezh.


Ha bremañ setu, me a oar a-dra-sur e reni, hag e vo start etre da zaouarn rouantelezh Israel.


Saül a savas hag a ziskennas betek gouelec'h Zif, gantañ tri mil den eus an dibab a-douez Israel, evit klask David e gouelec'h Zif.


Saül a lavaras da Zavid: Benniget ra vi, va mab David! A-dra-sur e teui a-benn eus pep tra a embregi. Neuze David a gendalc'has gant e hent, ha Saül a zistroas d'e lec'h.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan