Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Niveroù 23:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Doue en em gavas gant Balaam, a lavaras dezhañ: Aozet em eus seizh aoter ha kinniget em eus ur c'hole hag un tourz war bep aoter.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Niveroù 23:4
12 Iomraidhean Croise  

Doue a zeuas da gavout Balaam e-pad an noz hag a lavaras: Mard eo deuet an dud-se evit da c'hervel, sav, kae ganto, met ober a ri hervez ar c'homzoù a lavarin dit.


Doue a zeuas da gavout Balaam hag a lavaras: Piv eo an dud-se a zo ez ti?


Balaam a lavaras da Valag: Sav din amañ seizh aoter, kempenn din seizh kole ha seizh tourz.


An AOTROU en em gavas gant Balaam hag a lakaas ur gomz en e c'henoù. Hag e lavaras: Distro da gavout Balag ha komz evel-henn.


Balaam a lavaras da Valag: En em zalc'h tost d'al loskaberzh ha me a yelo kuit. Marteze e teuio an AOTROU da'm c'havout, hag e lavarin dit ar pezh en devo diskouezet din. Hag ez eas war ul lec'h uhel.


An AOTROU a lakaas ur gomz e genoù Balaam hag a lavaras: Distro da gavout Balag ha komz evel-henn.


o lavarout: Ar re ziwezhañ-se n’o deus labouret nemet un eurvezh, hag ec’h eus o lakaet keit ha ni hon eus douget pouez an deiz hag an tommder.


Yunañ a ran div wech ar sizhun, reiñ a ran an deog eus kement am eus.


Kas a raint ac’hanoc’h kuit eus o sinagogennoù, hag an eur a zeu ma kredo piv bennak ho lakaio d’ar marv reiñ ul lid da Zoue.


Pelec’h eta emañ an abeg d’en em reiñ gloar? Kaset eo kuit. Dre beseurt lezenn? Dre hini an oberoù? Nann, met dre lezenn ar feiz.


N’eo ket dre an oberoù, evit na denno gloar den ebet.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan