Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Niveroù 22:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Balaam a lavaras: Chomit amañ fenoz hag e respontin deoc'h hervez ar pezh a lavaro an AOTROU din. Priñsed Moab a chomas e ti Balaam.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Niveroù 22:8
13 Iomraidhean Croise  

Met an den Doue a lavaras d'ar roue: Pa rofes din un hanter eus da di, n'in ket ganit, ha ne zebrin ket bara ha n'evin ket dour el lec'h-mañ.


Ha Mika a lavaras: An AOTROU a zo bev! Me a zisklêrio ar pezh a lavaro an AOTROU.


O flantet ec'h eus hag o deus gwriziennet, mont a reont war-raok hag e reont frouezh. Tost out d'o genoù met pell diouzh o c'halon.


Hag e teuont da'z kavout a-vostad, va fobl a azez dirazout, hag e selaouont da gomzoù. Met ne reont ket hervezo, o c'hontañ a reont en o genoù, met o c'halon a ya war-lerc'h o gwallc'hoantoù.


Lavarout a reas: Selaouit mat va c'homzoù: Ma'z eus ur profed en ho touez, me an AOTROU en em roio da anavezout dezhañ dre weledigezh ha me a gomzo outañ dre huñvre.


Balaam a respontas o lavarout da servijerien Balag: Pa rofe Balag din e di leun a arc'hant hag a aour, ne c'hellin ket terriñ urzh an AOTROU va Doue evit ober un dra vihan pe vras.


Balaam a lavaras da Valag: Setu ez on deuet da'z kavout. Ha gallout a rin bremañ lavarout un dra bennak? Me a lavaro ar gomz a lakaio Doue em genoù.


Henaourien Moab hag henaourien Madian a yeas, o kaout en o daouarn profoù evit an divinour, hag e teujont da gavout Balaam hag e lavarjont dezhañ komzoù Balag.


Doue a zeuas da gavout Balaam hag a lavaras: Piv eo an dud-se a zo ez ti?


Respont a reas o lavarout: Ha n'eo ket dleet din lavarout ar pezh en deus lakaet an AOTROU em genoù?


Balaam a lavaras da Valag: En em zalc'h tost d'al loskaberzh ha me a yelo kuit. Marteze e teuio an AOTROU da'm c'havout, hag e lavarin dit ar pezh en devo diskouezet din. Hag ez eas war ul lec'h uhel.


Pa rofe Balag din e di leun a arc'hant hag a aour, ne c'hellin ket terriñ urzh an AOTROU evit ober un dra vat pe un dra fall ac'hanon va-unan, me a lavaro ar pezh a lavaro an AOTROU?


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan