Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Niveroù 22:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Hag e kasas kannaded da Valaam mab Beor, da Betor war ar stêr, e bro mibien e bobl, evit gervel anezhañ o lavarout: Setu, ur bobl a zo deuet kuit eus an Ejipt, setu e c'holo gorre an douar hag eo en em ziazezet a-dal din.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Niveroù 22:5
15 Iomraidhean Croise  

Ober a rin ma vo da lignez evel poultr an douar; mar gell unan bennak kontañ poultrenn an douar, da lignez ivez a vo kontet.


Doue a lakaas e bobl da greskiñ kalz-meurbet, da vezañ galloudusoc'h eget o enebourien.


Goleiñ a rejont gorre ar vro holl hag an douar a voe teñvalaet ganto. Hag e tebrjont holl c'heot an douar hag holl frouezh ar gwez en doa lezet ar grizilh, ha ne chomas glazadur ebet d'ar gwez na da c'heot ar parkeier, en holl vro Ejipt.


Va fobl, az pez soñj eta eus ar pezh a c'hoantaas Balag roue Moab, hag ar pezh a respontas dezhañ Balaam mab Beor, hag ar pezh am eus graet a-dal Sitim betek Gilgal, evit ma'c'h anavezi oberoù reizh an AOTROU.


Balaam a embannas e ziougan o lavarout: Balag roue Moab en deus va lakaet da zont eus Aram, eus menezioù ar sav-heol. Deus, millig din Jakob! Deus, kemer droug ouzh Israel!


Ouzhpenn-se, e lazhjont rouaned Madian gant ar re all: Evi, Rekem, Zur, Hur, Reba, pemp roue Madian. Hag e lazhjont ivez gant ar c'hleze Balaam mab Beor.


peogwir n'int ket deuet a-raok deoc'h war an hent, gant bara ha dour, pa zeuec'h eus an Ejipt, ha dre ma lakajont da zont evit arc'hant, a-enep dit, Balaam mab Peor eus Petor e Mezopotamia, evit da villigañ.


Met an AOTROU da Zoue ne fellas ket dezhañ selaou Balaam, hag an AOTROU da Zoue a droas evidout ar vallozh e bennozh, dre ma kar ac'hanout an AOTROU da Zoue.


Mibien Israel a lazhas gant barvenn ar c'hleze Balaam mab Beor, an divinour, e-touez ar re a voe lakaet d'ar marv ganto.


Balag mab Zippor, roue Moab, a savas hag a reas brezel da Israel. Gervel a reas Balaam mab Beor evit ho milligañ.


Gwalleur dezho! Rak heuliet o deus hent Kain, en em daolet int e diheñchadur Balaam, karantez ar gounid, kollet int en enebiezh Kore.


Met traoù bennak am eus a-enep dit: bez’ ec’h eus aze tud hag a zalc’h kelennadurezh Balaam, a zeske da Valag lakaat ur maen-kouezh dirak mibien Israel evit ma tebrjent traoù aberzhet d’an idoloù ha ma kouezhjent er c’hadaliezh.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan