Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Niveroù 22:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Moab a lavaras da henaourien Madian: Emañ an engroez-mañ o vont da beuriñ holl en-dro deomp evel ma peur an ejen geot ar parkeier. Balag mab Zippor a oa roue Moab d'ar mare-se.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Niveroù 22:4
13 Iomraidhean Croise  

Pa voent aet eus Madian, e teujont da Baran, hag e kemerjont ganto tud Paran, hag en em dennjont d'an Ejipt, da gavout Faraon roue an Ejipt, a roas dezhañ un ti, a verkas dezhañ peadra de vevañ, hag a roas dezhañ ivez un douar.


Neuze priñsed Edom a zo trubuilhet. Ur grenadenn a zo kroget en re c'halloudus Moab. Holl dud Kanaan a zizesper.


War holl doennoù Moab ha war e leurioù, pep tra a vo kañvoù, rak brevet em bo Moab evel ul lestr a zisplij, eme an AOTROU.


Balag mab Zippor a welas kement en doa graet Israel d'an Amoreaned.


Henaourien Moab hag henaourien Madian a yeas, o kaout en o daouarn profoù evit an divinour, hag e teujont da gavout Balaam hag e lavarjont dezhañ komzoù Balag.


Me henn gwel, me a sell outañ, met n'eo ket evit prestik: Ur steredenn a zeuio eus Jakob, ur walenn a vo savet eus Israel, toullañ a raio kostezioù Moab, distrujañ a raio holl vibien Sed.


Ha setu un den eus mibien Israel a zeuas hag a zegasas d'e vreudeur ur Vadianadez, dindan daoulagad Moizez hag holl vodadenn mibien Israel, e-pad ma ouelent ouzh digor teltenn an engalv.


An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:


Ouzhpenn-se, e lazhjont rouaned Madian gant ar re all: Evi, Rekem, Zur, Hur, Reba, pemp roue Madian. Hag e lazhjont ivez gant ar c'hleze Balaam mab Beor.


A-hend-all, daoust hag e talvezez muioc'h eget Balag mab Zippor, roue Moab? Ha n'en deus ket stourmet a-enep Israel, ha graet ar brezel outañ?


Mibien Israel a reas an droug dirak daoulagad an AOTROU, hag an AOTROU o lakaas etre daouarn Madian e-pad seizh vloaz.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan