Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Niveroù 22:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Mont a reas kuit mibien Israel hag e kampjont e plaenennoù Moab, en tu-mañ d'ar Jordan, a-dal da Jeriko.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Niveroù 22:1
14 Iomraidhean Croise  

An holl Yuzevien ivez a oa e Moab, e-touez mibien Ammon, en Idumea, en holl vroioù-se, o vezañ klevet en doa roue Babilon lezet un nemorant e Juda, ha lakaet da c'houarnour warno Gedalia mab Ahikam mab Shafan,


eus Bamod d'an draonienn a zo e douar Moab, etrezek lein ar Pisga, pa seller war-zu an distro.


Moizez hag Eleazar an aberzhour a gomzas dezho e plaenennoù Moab, e-kichen ar Jordan, a-dal da Jeriko, o lavarout:


hag e tegasjont ar brizonidi, ar preizhoù hag an diwiskoù da Voizez, da Eleazar an aberzhour ha da vodadenn mibien Israel, d'ar c'hamp, e plaenennoù Moab, e-kichen ar Jordan, a-dal da Jeriko.


ha n'hon bo netra ganto en tu all d'ar Jordan na pelloc'h, peogwir e vo degouezhet deomp hon hêrezh-ni en tu-mañ d'ar Jordan, er sav-heol.


An daou veuriad hag an hanter-veuriad-se o deus bet o hêrezh en tu-mañ d'ar Jordan, e kostezioù Jeriko, ouzh ar reter, war-zu ar sav-heol.


An AOTROU a gomzas da Voizez e plaenennoù Moab, e-kichen ar Jordan, a-dal da Jeriko, o lavarout:


Setu ar gourc'hemennoù hag an urzhioù en deus roet an AOTROU da vibien Israel dre Voizez e plaenennoù Moab, e-kichen ar Jordan, a-dal da Jeriko.


D'an tu-mañ d'ar Jordan, e bro Voab, Moizez en em lakaas da zisklêriañ al lezenn-se o lavarout:


En amzer-se hon eus kemeret eus dorn daou roue an Amoreaned ar vro a oa en tu-mañ d'ar Jordan, adalek froud Arnon betek Menez Hermon,


Moizez a bignas eus plaenennoù Moab war menez Nebo, war-lein ar Pisga, a-dal da Jeriko. An AOTROU a ziskouezas dezhañ an holl vro,


Mibien Israel a ouelas Moizez e-pad tregont devezh e maezioù Moab, ha deizioù-gouelañ kañvoù Moizez a voe peurc'hraet.


an doureier a ziskenne eus krec'h a chomas a-sav, en ur bern, pell bras, tost da gêr Adam a zo eus tu Zartan, hag a re a ziskenne war-zu mor ar blaenenn, Mor an Holen, a voe troc'het holl. Hag ar bobl a dremenas a-dal da Jeriko.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan