Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Niveroù 21:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Neuze Israel a reas ur gouestl d'an AOTROU hag a lavaras: Mar roez ar bobl-se da'm dorn, e lakain o c'hêrioù da verz.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Niveroù 21:2
15 Iomraidhean Croise  

Jakob a reas ur gouestl, o lavarout: Ma vez Doue ganin, ma tiwall ac'hanon er veaj a ran, ma ro bara din da zebriñ ha dilhad da wiskañ,


Seveniñ a rin va gouestloù d'an AOTROU dirak e holl bobl,


Eñ hag a douas d'an AOTROU, hag e reas ar gouestl-mañ da C'halloudeg Jakob:


Ma ez eus unan bennak na gar ket an Aotrou Jezuz-Krist, ra vo milliget! Maranata!


a-dra-sur e lazhi annezidi ar gêr-se gant troc'h ar c'hleze hag e lakai anezhi da verz gant kement a vo enni, hag e lazhi al loened gant troc'h ar c'hleze.


Dastum a ri e-kreiz al leurgêr hec'h holl ziwisk hag e tevi en tan ar gêr gant hec'h holl ziwisk dirak an AOTROU da Zoue. Ur yoc'h e vo da viken ha ne vo ken adsavet.


Met e kêrioù ar pobloù-mañ a ro dit an AOTROU da Zoue evel hêrezh, ne lezi da vevañ netra eus ar pezh en deus c'hwezh ennañ.


p'en devo o roet dit an AOTROU da Zoue, hag ez po o filet, e lakai anezho da verz, ne ri ket a emglev ganto, ne'z po ket truez outo,


Kêr a vo lakaet da verz, hi ha kement a zo enni, evit an AOTROU . Met Rahab ar c'hast a vevo, hi hag an holl re a vo ganti en ti, rak kuzhet he deus ar gannaded hor boa kaset.


En amzer-se, Jozue a douas o lavarout: Milliget ra vo dirak an AOTROU an den en em savo evit adober ar gêr-mañ, Jeriko. He diazez a lakaio diwar-goust e gentañ-ganet, hag he dorojoù diwar-goust e vab yaouankañ.


Jefte a reas ur gouestl d'an AOTROU o lavarout: Mar lakaez mibien Ammon em dorn,


Hag e reas ur gouestl o lavarout: AOTROU an armeoù, mar sellez ouzh glac'har da servijerez, ma'z pez soñj ac'hanon, ma n'ankounac'haez ket da servijerez, ma roez da'z servijerez ur bugel paotr, e roin anezhañ d'an AOTROU holl zeizioù e vuhez, hag an aotenn ne dremeno ket war e benn.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan