Niveroù 21:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
1 Pa glevas ar roue Arad, ar C'hananead a oa o chom er c'hreisteiz, penaos e teue Israel dre hent ar spierien, e stourmas a-enep Israel hag e kemeras prizonidi.
Tud Ai a lazhas war-dro c'hwec'h den ha tregont, rak e redjont war o lerc'h adalek an nor betek Shebarim, hag e piljont anezho war un dinaou. Kalon ar bobl en em deuzas hag a zeuas da vezañ evel dour.
Mibien ar C'henian, tad-kaer Moizez, a bignas eus kêr ar palmez gant mibien Juda da c'houlec'h Juda a zo e kreisteiz Arad. Hag ez ejont hag e chomjont gant ar bobl.