Ouzh tu ar c'hreisteiz: Ouzh ar c'hreisteiz, adalek Tamar betek doureier Meriba e Kadesh, a-hed ar froud betek ar Mor Bras. Setu kostez ar c'hreisteiz.
O vezañ erruet e teujont da gavout Moizez, Aaron hag holl vodadenn mibien Israel e gouelec'h Paran, e Kadesh, da rentañ kont dezho kenkoulz ha d'an holl vodadenn, o tiskouez dezho frouezh ar vro.
Kriet hon eus d'an AOTROU ha klevet en deus hor mouezh. Kaset en deus un ael ha lakaet en deus ac'hanomp da vont kuit eus an Ejipt. Setu, emaomp e Kadesh, kêr e penn da harzoù.
Moizez a ziwiskas Aaron eus e zilhad hag a wiskas anezho da Eleazar e vab. Aaron a varvas eno war-lein ar menez. Moizez hag Eleazar a ziskennas eus ar menez.
dre m'hoc'h eus disentet ouzh va muzelloù e gouelec'h Zin pa dabutas ar vodadenn, ha n'hoc'h eus ket santelaet ac'hanon dirak o daoulagad en abeg d'an dour, doureier Meriba, e Kadesh, e gouelec'h Zin.
An amzer ma'z omp bet o kerzhout eus Kadesh-Barnea betek tremen froud Sered a zo bet eizh vloaz ha tregont, betek ma voe kuzumet holl rummad an dud a vrezel a-greiz ar c'hamp, evel m'en doa touet an AOTROU dezho.
rak pec'het hoc'h eus a-enep din e-touez mibien Israel da zoureier Meriba, e Kadesh, e gouelec'h Zin, ha n'hoc'h eus ket santelaet ac'hanon e-touez mibien Israel.