Niveroù 18:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned9 Kement-mañ a vo dit a-douez an traoù santel-meurbet na vint ket kuzumet dre an tan: o holl brofoù, o holl zonezonoù, o holl aberzhoù-dic'haouiñ, o holl aberzhoù a gablusted a zegasint din; an traoù santel-meurbet-se a vo evidout hag evit da vibien. Faic an caibideil |
Hag e lavaras din: Kambroù an hanternoz ha kambroù ar c'hreisteiz, ar re a zo dirak ar pennad a zisparti, eo ar c'hambroù santel; eno, an aberzhourien hag a dosta ouzh an AOTROU a zebro an traoù santel-meurbet. Eno e lakaint an traoù santel-meurbet, an donezonoù, an aberzhoù-dic'haouiñ, an aberzhoù a gablusted, rak al lec'h-mañ a zo santel.