Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Niveroù 18:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Laka da dostaat da vreudeur, meuriad Levi, meuriad da dad, evit ma vint stag ouzhit ha ma servijint ac'hanout, pa vo te ha da vibien ganit dirak teltenn an Testeni.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Niveroù 18:2
16 Iomraidhean Croise  

Koñseviñ a reas c'hoazh hag e c'hanas ur mab, hag e lavaras: Ar wech-mañ va ozhac'h a stago ouzhin, rak ganet em eus dezhañ tri mab. Setu perak e voe galvet Levi.


En em zerc'hel a rejont en o lec'h hervez o reolennoù, hervez lezenn Moizez den Doue. Hag an aberzhourien a skuilhe ar gwad a zegemerent eus daouarn al Levited.


Koulskoude e vint servijerien em santual, evit eveshaat ouzh dorojoù an ti ha servijañ en ti: lazhañ a raint evit ar bobl al loskaberzh hag an aberzhoù all, hag en em zalc'hint dirazo da servijañ anezho.


Met an aberzhourien Levited, mibien Zadok, o deus miret servij va santual, pa o deus diheñchet diouzhin mibien Israel, int a dostaio ouzhin evit va servijañ hag en em zalc'ho dirazon evit kinnig din lard ha gwad, eme an Aotrou AOTROU.


Gouzout a reot neuze em eus roet deoc'h ar gourc'hemenn-mañ, evit ma pado va emglev gant Levi, eme AOTROU an armeoù.


Al Levited a gampo en-dro da dabernakl an Testeni evit na vo ket fulor a-enep bodadenn mibien Israel, hag al Levited o devo an diwall eus tabernakl an Testeni.


Un eñvor eo da vibien Israel, ma ne dostafe ket un diavaeziad na vefe ket eus lignez Aaron evit kinnig c'hwezh-vat dirak an AOTROU, ha ma ne c'hoarvezfe ket evel gant Kora hag e strollad, hervez m'en doa lavaret an AOTROU dre Voizez.


Moizez a lakaas ar gwialennoù dirak an AOTROU e teltenn an Testeni.


Stag e vint ouzhit hag e virint an urzhioù diwar-benn teltenn an engalv evit holl servij an deltenn. Diavaeziad ebet ne dostaio ouzhoc'h.


An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:


Goude m'o devo echuet Aaron hag e vibien da c’holeiñ ar santual ha traoù ar santual, pa'z aio ar c'hamp kuit, mibien Kehad a zeuio evit o dougen. Met ne stokint ket ouzh an traoù santel gant aon na varvfent. Setu karg mibien Kehad e-keñver teltenn an engalv.


Roet em eus al Levited da Aaron ha d'e vibien, evel ur roadenn a-douez mibien Israel, evit ober servij mibien Israel e teltenn an engalv hag evit ober dic'haou evit mibien Israel, ma ne vo gouli ebet e-touez mibien Israel pa dostaint ouzh ar santual.


Goude-se e teuas al Levited d'ober ar servij e teltenn an engalv dirak Aaron ha dirak e vibien, hervez kement en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez diwar-benn al Levited; evel-se e voe graet en o c'heñver.


Hag an traoù-se o vezañ evel-se lakaet, ar veleien a ya bepred e-barzh an tabernakl kentañ en ur ober al lid,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan