Niveroù 18:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
1 An AOTROU a lavaras da Aaron: Te ha da vibien ha ti da dad ganit a zougo direizhder ar santual, ha te ha da vibien ganit a zougo direizhder ho pelegiezh.
Hag e vo war dal Aaron; hag Aaron a zougo an direizhderioù o devo graet mibien Israel en traoù santel a ginnigint, en holl brofoù santel. Hag e vo war e dal dalc'hmat evit o rentañ dudius dirak an AOTROU .
Gwelout a raio frouezh trevell e ene, hag e vo gwalc'het anezhañ. Va servijer reizh a reishaio kalz a dud dre an anaoudegezh o devo anezhañ, hag eñ e-unan a zougo o direizhder.
Bez' e oamp holl dianket evel deñved, pep hini ac'hanomp a heulie e hent e-unan, hag an AOTROU en deus lakaet da vont warnañ hon direizhder deomp-ni holl.
Perak n’hoc’h eus ket debret an aberzh-dic’haouiñ el lec’h santel? Un dra santel-meurbet eo, hag eo bet roet deoc’h evit dougen direizhder ar vodadenn heg evit ober dic’haou evito dirak an AOTROU.
Hervez niver an deizioù hoc'h eus spiet ar vro, daou-ugent deiz, e tougot poan ho tireizhder e-pad daou-ugent vloaz, ur bloaz evit pep devezh, hag e ouiot petra eo bezañ dioueret ac'hanon.
Kement-mañ ivez a vo dit: ar profoù savet kinniget a-douez an holl brofoù hejet eus mibien Israel; o roet em eus dit, da'z mibien ha da'z merc'hed ganit, ur reolenn beurbadus eo. Piv bennak a vo glan ez ti a zebro diouto.
En amzer-se an AOTROU a zispartias meuriad Levi evit dougen arc'h emglev an AOTROU, evit en em zerc'hel dirak an AOTROU, evit e servijañ hag evit bennigañ en e anv, betek hiziv.
Sentit ouzh ho renerien ha plegit dezho, rak eveshaat a reont war hoc’h eneoù evel o tleout rentañ kont anezho, evit ma c’hellint ober kement-se gant levenez ha nann en ur glemm, rak e vefe dic’hounid deoc’h.
eñ hag en deus douget hor pec’hedoù e-unan en e gorf war ar c’hoad, evit ma teujemp, o vezañ marv d’ar pec’hed, da vevañ d’ar reizhder, eñ ez oc’h bet yac’haet dre e c’houlioù.