An AOTROU a lavaras da Voizez: Adlaka gwialenn Aaron dirak an Testeni, evit he mirout evel un arouez evit ar vibien a zispac'h; evel-se e paouezint o grozmol ha ne varvint ket.
An deiz war-lerc'h ez eas Moizez e teltenn an Testeni, ha setu, gwialenn Aaron evit ti Levi he doa broñset; bountet he doa broñs, produet bleunioù ha darevet alamandez.