Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Niveroù 17:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Gwialenn an den a zibabin a vleunio, hag e lakain da baouez dirazon ar grozmol a vez rannet gant mibien Israel a-enep deoc'h.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Niveroù 17:5
21 Iomraidhean Croise  

Met pa voe deuet galloudek, ez eo savet e galon evit e goll, hag e pec'has a-enep an AOTROU e Zoue. Mont a reas da dempl an AOTROU evit lakaat da vogediñ war aoter an ezañs.


Ar re-se a glaskas o marilhadurioù-lignez, met ne voent ket kavet, ha neuze e voent taolet kuit eus ar velegiezh evel dic'hlan.


Kas a reas Moizez e servijer, hag Aaron en doa dibabet.


ha da veure e welot gloar an AOTROU , peogwir en deus klevet ho krozmoloù a-enep an AOTROU . Petra omp-ni, ma c'hrozmolit a-enep deomp?


Dont a raio eus kef Jese ur bount, ur vroustenn a gresko diwar e wrizioù.


Me a gastizo ar bed en abeg d'e fallagriezh, hag ar re zrouk evit o direizhder, lakaat a rin da baouez lorc'h ar re rok, hag e tiskarin balc'hder ar waskerien.


Un deiz Jakob a wrizienno, Israel a vleunio hag a daolo bountoù, hag e vo leuniet gant o frouezh dremm an douar.


Dre-se, evel ma lonk an tan ar plouz, hag evel ma kuzum ar flamm ar geot sec'h, o gwrizienn a zeuio da vezañ evel breinadur, hag o bleunienn a yelo kuit evel poultr, rak taolet o deus kuit lezenn AOTROU an armeoù, ha disprizet o deus ger Sant Israel.


Deviñ a raint da diez dre an tan, hag e raint a-enep dit barnoù dirak un niver bras a vaouezed. Me a lakaio termen da'z kastaouerezh, ha ne roi ken goproù.


Hag e rin paouez da zrougiezh a-ziouzhit ha da c'hastaouerezh eus bro Ejipt, ne savi ken da zaoulagad war-zu enno, ha na'z po ken soñj eus an Ejipt.


Evel ar c'hlizhenn e vin evit Israel, bleuniañ a raio evel al lili, hag ec'h astenno e wrizioù evel al Liban.


Pa'z aio kuit an tabernakl, al Levited a zisavo anezhañ, ha pa gampo an tabernakl, al Levited a savo anezhañ. Mar tosta outañ un diavaeziad, e vo lakaet d'ar marv.


Ar bobl a c'hrozmolas da zivskouarn an AOTROU; an AOTROU o c'hlevas, e fulor en em danas, tan an AOTROU a c'hwezhas en o zouez hag a guzumas penn ar c'hamp.


Evit-se, te ha da holl strollad oc'h en em zastumet a-enep an AOTROU! Piv eo Aaron ma c'hrozmolit en e enep?


hag a gomzas ouzh Kora hag ouzh e holl strollad o lavarout: Warc'hoazh beure an AOTROU a roio da anavezout ar re a zo dezhañ hag ar re a zo santel, hag e lakaio da dostaat outañ an hini en devo dibabet.


An AOTROU a lavaras da Voizez: Adlaka gwialenn Aaron dirak an Testeni, evit he mirout evel un arouez evit ar vibien a zispac'h; evel-se e paouezint o grozmol ha ne varvint ket.


Moizez a gomzas da vibien Israel, hag o holl briñsed a roas dezhañ ur wialenn, pep priñs a roas unan evit ti e dadoù, da lavarout eo daouzek gwialenn. Gwialenn Aaron a oa e-touez ar gwialennoù.


An deiz war-lerc'h ez eas Moizez e teltenn an Testeni, ha setu, gwialenn Aaron evit ti Levi he doa broñset; bountet he doa broñs, produet bleunioù ha darevet alamandez.


Na c’hrozmolit ket evel ma c’hrozmolas hiniennoù anezho hag a voe lazhet gant an distrujer.


neuze e respontot dezho: Doureier ar Jordan a voe rannet dirak arc'h emglev an AOTROU pa dremenas ar Jordan; doureier ar Jordan a voe rannet, hag ar vein-se a zo evit mibien Israel un eñvor da viken.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan