Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Niveroù 15:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 e kinnigi gant ar c'hole un donezon eus teir dekvedenn flour bleud mezet gant un hanter hin eoul,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Niveroù 15:9
18 Iomraidhean Croise  

Ornan a lavaras da Zavid: Kemer anezhi, ha ra vo graet ganti ar pezh a vo mat dirazout, roue va aotrou. Setu e roan dit an ejened evit al loskaberzhoù, ar binvioù da zornañ evel koad, hag ar gwinizh evit an donezon. Reiñ a ran kement-se holl.


evit ar baraoù a ginnig, evit an donezon beurbadus, evit loskaberzh peurbadus an deizioù sabad hag al loarioù nevez hag ar gouelioù, evit an traoù santel, evit an aberzhoù-dic'haouiñ e-keñver Israel, hag evit holl oberoù e ti hon Doue.


Hag e lavaras din: Kambroù an hanternoz ha kambroù ar c'hreisteiz, ar re a zo dirak ar pennad a zisparti, eo ar c'hambroù santel; eno, an aberzhourien hag a dosta ouzh an AOTROU a zebro an traoù santel-meurbet. Eno e lakaint an traoù santel-meurbet, an donezonoù, an aberzhoù-dic'haouiñ, an aberzhoù a gablusted, rak al lec'h-mañ a zo santel.


D'al lidoù ha d'ar gouelioù, an donezon a vo un efa dre gole, un efa dre dourz, hag evit an oaned evel ma c'hello reiñ, gant un hin a eoul dre efa.


Kinniget e vo an oan, an donezon hag an eoul bep beure, evel ul loskaberzh peurbad.


hag e zonezon a vo un efa dre dourz, e zonezon evit an oaned a vo evel ma c'hello reiñ, gant un hin a eoul dre efa.


hag e kinnigo evel donezon un efa dre gole, un efa dre dourz, evit an oaned evel ma c'hello reiñ, gant un hin a eoul dre efa.


An donezon hag an evadkinnig a zo lamet eus ti an AOTROU, an aberzhourien, servijerien an AOTROU, a zo e kañv.


Piv a oar ha ne zistroio ket ha n'en devo ket keuz, ha ne lezo ket ur vennozh war e lerc'h, un donezon hag un evadkinnig evit an AOTROU ho Toue?


D’an eizhvet deiz e kemero daou oan disi hag un dañvadez disi eus ur bloaz, teir dekvedenn efa (3/10 efa   9 l) flour bleud mezet gant eoul evel donezon, hag ul log eoul.


Setu lezenn an donezon: Mibien Aaron e ginnigo dirak an AOTROU, a-dal d’an aoter.


Hounnezh eo lezenn al loskaberzh, an donezon, an aberzh-dic’haouiñ, an aberzh a gablusted, ar gouestladur hag an aberzh a drugarekadennoù,


hag un evadkinnig eus un hanter hin gwin a ginnigi e prof graet dre an tan, ur c'hwezh dudius d'an AOTROU.


Pa aozi ur c'hole e loskaberzh, en aberzh evit seveniñ ur gouestl pe en aberzh a drugarekadennoù d'an AOTROU,


gant teir dekvedenn flour bleud mezet gant eoul evel donezon evit pep kole, div zekvedenn flour bleud mezet gant eoul evel donezon evit an tourz,


An evadkinnigoù a vo un hanter hin gwin evit ur c'hole, un drederenn hin evit un tourz, ur c'hard hin evit un oan. Loskaberzh penn ar miz e vo, evit holl vizioù ar bloaz.


ouzhpenn loskaberzh ar miz gant e zonezon, al loskaberzh peurbadus gant e zonezon, hag o evadkinnigoù, hervez ar reolennoù. Bez' e vint ur c'hwezh dudius, profoù graet dre an tan d'an AOTROU.


Adalek ma voe dizonet, e lakaas anezhañ da bignat ganti, hag e kemeras tri leue, un efa bleud hag ul lestrad gwin, hag e kasas anezhañ da di an AOTROU da Silo. Ar bugel a oa yaouank-kenañ c'hoazh.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan