Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Niveroù 15:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Pa aozi ur c'hole e loskaberzh, en aberzh evit seveniñ ur gouestl pe en aberzh a drugarekadennoù d'an AOTROU,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Niveroù 15:8
10 Iomraidhean Croise  

Pa ginnig unan bennak un aberzh a drugarekadennoù, mar kinnig ul loen bras, par pe parez, e kinnigo unan disi dirak an AOTROU.


Mar d-eo e brof ul loskaberzh a loened bras, e kinnigo ur par disi. E ginnig a raio a volontez vat, ouzh digor teltenn an engalv, dirak an AOTROU.


Ar bouzelloù hag an divhar a vo gwalc’het en dour, hag an aberzhour a lakaio da vogediñ an holl war an aoter. Ul loskaberzh e vo, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.


Mibien Aaron a lakaio da vogediñ kement-se war an aoter, a-us d’al loskaberzh a vo war ar c’hoad lakaet en tan. Ur prof graet dre an tan e vo, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.


Pa ginnigo un den un aberzh a drugarekadennoù d’an AOTROU, loened bras pe loened bihan, evit ur gouestl pe evel prof a youl vat, an aberzh a vo disi evit bezañ degemeret; ne vo si ebet enni.


Kemer a raint ur c'hole yaouank gant an donezon a flour bleud mezet gant eoul, hag e kemeri un eil kole yaouank evit an aberzh-dic'haouiñ.


hag un evadkinnig eus un drederenn hin gwin a ginnigi e c'hwezh dudius d'an AOTROU.


e kinnigi gant ar c'hole un donezon eus teir dekvedenn flour bleud mezet gant un hanter hin eoul,


mard eo an dra graet diratozh, hep m'he defe e welet ar vodadenn, an holl vodadenn a ginnigo ur c'hole evel loskaberzh a c'hwezh dudius, gant an donezon hag an evadkinnig hervez ar reolennoù, hag ur bouc'h evel aberzh-dic'haouiñ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan