Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Niveroù 15:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 an hini a ginnigo e brof d'an AOTROU, a ginnigo un donezon eus un dekvedenn flour bleud mezet gant ur c'hard hin eoul,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Niveroù 15:4
21 Iomraidhean Croise  

En abeg da-se e lakai evezh da brenañ gant an arc'hant-se koleoù, tourzed, oaned, gant o donezonoù hag o evadkinnigoù, ha da ginnig anezho war aoter ti ho Toue a zo e Jeruzalem.


gant un dekvedenn efa flour bleud mezet en ur c'hard hin (1/4 hin   1,25 l) eoul gwerc'h, ha gant un evadkinnig eus ur c'hard hin gwin, evit an oan kentañ.


Hag e tegasint hoc'h holl vreudeur a-douez an holl vroadoù evel ur prof d'an AOTROU, war gezeg, war girri, war leterioù, war vuled, war zremedaled, da'm menez santel, da Jeruzalem, eme an AOTROU, evel ma tegas mibien Israel ur prof en ul lestr glan da di an AOTROU.


Kinnig a ri ivez gantañ un donezon bep beure, ur c'hwec'hvedenn eus un efa (1/6 efa   5 l), hag un drederenn eus un hin (1/3 hin   2 l) eoul evit mezañ ar flour bleud. Un donezon d'an AOTROU eo, da viken, ur reolenn beurbad.


Ar bouzelloù hag an divhar a vo gwalc’het en dour, hag an aberzhour a ginnigo an holl hag o lakaio da vogediñ war an aoter. Ul loskaberzh e vo, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.


D’an eizhvet deiz e kemero daou oan disi hag un dañvadez disi eus ur bloaz, teir dekvedenn efa (3/10 efa   9 l) flour bleud mezet gant eoul evel donezon, hag ul log eoul.


Pa raio unan bennak d’an AOTROU ur prof e donezon, e brof a vo flour bleud; skuilhañ a raio warnañ eoul hag e lakaio warnañ ezañs.


skuilhañ a ri eoul warno, hag e lakai ivez ezañs enno; un donezon e vo.


ha gantañ un donezon a ziv dekvedenn a flour bleud mezet gant eoul, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU, hag un evadkinnig eus ur c’hard hin gwin.


Mar kinnig un oan evit e brof, e tegaso anezhañ dirak an AOTROU.


Setu lezenn an donezon: Mibien Aaron e ginnigo dirak an AOTROU, a-dal d’an aoter.


Rak adalek ar sav-heol betek ar c'huzh-heol e vo bras va anv e-touez ar broadoù, hag e pep lec'h ma vo lakaet da vogediñ ha kinniget ur brofadenn c'hlan da'm anv. Rak va anv a vo bras e-touez ar broadoù, eme AOTROU an armeoù.


gant teir dekvedenn flour bleud mezet gant eoul evel donezon evit pep kole, div zekvedenn flour bleud mezet gant eoul evel donezon evit an tourz,


Un oan a ginnigi diouzh ar beure, hag an oan all etre an daou abardaez,


ouzhpenn loskaberzh ar miz gant e zonezon, al loskaberzh peurbadus gant e zonezon, hag o evadkinnigoù, hervez ar reolennoù. Bez' e vint ur c'hwezh dudius, profoù graet dre an tan d'an AOTROU.


E brof a voe: ur plad arc'hant a boueze kant ha tregont sikl, ul lestr arc'hant a zek sikl ha tri-ugent, hervez sikl ar santual, o-daou leun a flour bleud mezet gant eoul, evit an donezon,


da vezañ servijer Jezuz-Krist e-keñver ar baganed ha da leuniañ ar garg santel eus Aviel Doue, evit ma vo kavet mat gantañ ar prof eus ar baganed, ur prof santelaet gant ar Spered-Santel.


Ha n’ankounac’hait ober vad ha reiñ lod eus ho madoù, rak Doue a gemer plijadur en un hevelep aberzh.


Met an olivezenn a lavaras dezho: Hag e tilezfen va eoul, ma vez enoret drezañ Doue hag an dud, evit mont da fiñval a-us d'ar gwez?


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan